Recep Tayyip Erdo?an

Eus Wikipedia
Recep Tayyip Erdo?an e 2022
Recep Tayyip Erdo?an gant Mahmoud Abbas e 2015.

Recep Tayyip Erdo?an zo ur politiker turk bet ganet d’ar 26 a viz C'hwevrer 1954 en Istanbul . Deuet e oa da vezan kentan ministr Turkia d’ar 14 a viz Meurzh 2003 . Eman e penn an Adalet ve Kalkınma Partisi (AKP, Strollad ar Reizhded hag an Diorren ). Dilennet e voe da brezidant ar Republik d'an 10 a viz Eost 2014 en dro gentan hag addilennet e 2018.

Dilennadeg 2018 [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar 24 a viz Even 2018 e oa bet embannet gant Erdogan e oa aet ar maout gantan e dilennadeg prezidant Turkia. Embannet e oa bet kement-se gantan a-raok ma vefe diskleriet an disoc'hou gant bodad an dilennadegou. Ha pa vefe bet kadarnaet e drec'h gant ar bodad, ar strolladou enebet outan a ziskleir e oa bet truchadennou, dreist-holl e reter Turkia ma vev Kurded [1] .

Gant al lezennou en doa lakaet votin dre referendom e vo lamet ar post a gentan-ministr ha krenvaet kalz e c'halloudou evel prezidant Turkia.

Otomanerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sot eo Erdo?an gant an Impalaeriezh otoman . Klask a ra lakaat hengouniou ar mare-se da vevan en-dro. Pa voe degemeret Mahmoud Abbas, prezidant Palestina, e palez prezidanted Turkia, e oa bet lidet an emgav gant Turked gwisket evel re an Impalaeriezh otoman eus ar XVI vet kantved .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .