한국   대만   중국   일본 
Rainbow Warrior - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Rainbow Warrior

Eus Wikipedia

Rainbow Warrior eo anv lestr-arouez Greenpeace . Daou lestr zo bet en anv-se. An hini kentan a oa bet kaset d'ar strad gant ar servijou kuzh an arme c'hall e 1985 . An eil zo o vont en-dro abaoe 1989 .

Orin an anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra an anv-se eus ur vojenn eus Amerika an Norzh . Hervezi e vo lakaet ar bed en arvar un deiz gant lontegezh an dud hag e teuio soudarded ar ganevedenn ( Rainbow Warriors e saozneg) da savetein anezho.

Ar Rainbow Warrior I [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Rainbow Warrior I , e 1978, a-raok ma voe lakaet da darzhan gant an arme c'hall.

Ar Rainbow Warrior kentan a oa ul lestr bet prenet gant Greenpeace hag implijet e-pad ar bloavezhiou 1980 evit stourm a-enep an arnodou nukleel gall a veze d'ar mare-se er Meurvor Habask , war inizi Moruroa ha Fangataufa .

E 1985 en doa c'hoant Greenpeace da lakaat an arnodou nukleel gall da baouez, dre-se e oa bet dibabet kas ar vag war al lec'h. War an hent e chomas a sav e porzh Auckland , e Zeland Nevez , ar servijou kuzh gall a lakas ar lestr da darzhan, lazhet e voe ur Portugalad war vourzh, kaset al lestr d'ar strad, ma krogas neuze Afer ar Rainbow Warrior ha kudennou politikel ha mediaouek.


Ar Rainbow Warrior II [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet e 1957 evel lestr-roueder, ar Grampian Fame a zo bet adprenet e 1987 gant Greenpeace. Goude labouriou bras e vo lakaet al lestr en dour d'an 10 a viz Gouere 1989 , 80 deiz goude pense lestr kentan Green Peace. Marilhet eo en Amsterdam gant ar c'hod PC 8024 [1] .

Gant al labouriou e c'heller breman lakaat 28 den da gousket ennan, muioc'h eget er stumm orin. Ouzhpennet ez eus bet ivez teirgwern evit ma c'hellfe mont war-raok gant an diesel hag an avel [1] .

War al lestr ez ur vag hors-bord ha pevar c'hanod [1] .

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un nebeud filmou diwar-benn ar vag a zo bet sevenet evel : The Rainbow Warrior Conspiracy (1989), The Rainbow Warrior (1992), ha filmou gall Operation Rainbow Warrior ha Le Rainbow Warrior (e 2006 an daou).

Strolladou sonerien o deus graet dave d'ar Rainbow Warrior ivez, evel ar strollad belgiat Cobalt 60 , ar strollad The Bats a Zeland-Nevez hag ar strollad metal Rata Blanca eus Arc'hantina . Geffen Records o deus enrollet ur bladenn doubl anvet Greenpeace Rainbow Warriors e 1989 gant kanaouennou eus arzourien evel U2 , INXS , The Pretenders , Talking Heads , Peter Gabriel , pe White Lion . Ar strollad svedat Europe en deus graet ivez un demo anvet "Rainbow Warrior" war ar bladenn "Le Baron Boys".

Levriou zo ivez, unan anezho Eyes of Fire: The Last Voyage of the Rainbow Warrior , embannet er bloaz goude an darzhadenn, skrivet gant David Robie [2] .

Pennadou liammet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 1,0 1,1 ha 1,2 (en) The Rainbow Warrior
  2. South Pacific Books