Radio Free Europe

Eus Wikipedia
RFE RL Logo e Praha

Radio Free Europe / Radio Liberty berraet e RFE pe RL zo ur skingomz stadunanat a gas keleier ha dielfennaduriou diwar-benn kreiz ha reter Europa, kreiz Azia hag ar Reter Nesan "where the free flow of information is either banned by government authorities or not fully developed" (brezhoneg: "Lec'h ma vez difennet ar gwir da embann e sonjou gant ar gouanrmantou pe ma vez krennet"). Arc'hantaouet eo an aozadur gant gouarnamant SUA .

E-pad ar Brezel Yen , Radio Free Europe (RFE) a veze skignet war-zu ar broiou suj d'ar galloud soviedel ha Radio Liberty (RL) war-zu an URSS end-eeun. RFE a oa bet krouet evel un ostilh propaganda enep-komunour er bloavezh 1949 gant an National Committee for a Free Europe . RL a oa bet krouet daou vloaz war-lerc'h ; an daou aozadur a voe kendeuzet e 1976. Ar gouarnamantou komunour a glaske alies kas spierien komunour evit mont e-barzh pennlec'h an RFE. Alies e veze troc'het ar skinou radio en URSS dre obererezhiou lies spierien ar KGB . RFE/RL a oa arc'hantouet evit ul lod gant ar CIA (Central Intelligence Agency) betek 1972.

Tachenn skignan ar radio er bloavezh 2009

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .