한국   대만   중국   일본 
RSS Estonia - Wikipedia Mont d’an endalc’had

RSS Estonia

Eus Wikipedia
Эстонская Советская Социалистическая Республика
Eesti Noukogude
Sotsialistlik Vabariik

Banniel RSS Estonia Skoed-ardamez RSS Estonia
Banniel RSS Estonia Skoed-ardamez RSS Estonia
Kan broadel
Ger-stur Koigi maade proletaarlased, uhinege!
"Proleterion ar bed, em unanit!")
Yezh ofisiel Hini ebet. Implijet e veze estonieg ha ruseg
Ker-benn Tallinn
Gorread
-En holl
-% dour

45.226 km²
4,56%
Poblans
-Hollad
-Stankter ar boblans

1.565.662 ( 1989 )
31,6/km²
Prezidant (diwezhan) -
Gouel broadel 25 a viz Meurzh
Moneiz Roubl ( rubla )
Kod pellgomz -
Kod war ar Genrouedad -

Unan eus republikou diazez an Unaniezh Soviedel etre 1940 - 1991 e oa Republik Sokialour Soviedel Estonia ( estoneg : Eesti Noukogude Sotsialistlik Vabariik ).

Tallinn e oa ker-benn ar Republik soviedel-man.

Krouet e oa bet evel Republik Soviedel Sokialour (RSS) d'ar 21 a viz Mezheven 1940 .

Dont a reas Estonia da vezan 16vet Republik an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel d'ar 6 a viz Eost 1940 . Trec'h a oa bet warni an Alamagn da genver an Eil Brezel Bed e 1941 , met adtapet e oa bet gant URSS hag adsavet ar Republik Soviedel adarre e 1944 .

Ne oa ket bet anavezet biskoazh ar fed ma oa bet enbarzhet Estonia en Unaniezh Soviedel na gant ar Stadou-Unanet , na gant ar Rouantelezh-Unanet na gant an Alamagn ha gante e veze darempredou diplomatel dalc'hmat gant Republik Dishual Estonia.

D'ar 8 a viz Mae 1990 e kemmas hec'h anv da zont da vezan Republik Estonia hag en em zisrannas ez-ofisiel diouzh URSS evel ur vro dishual d'an 20 a viz Eost 1991 , anavezet evel-se un nebeud sizhuniou war-lerc'h.


Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Republikou an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS Armenia ? RSS Azerbaidjan ? RSS Bielorusia ? RSS Estonia ? RSS Jorjia ? RSS Kazac'hia ? RSS Kirgizia ? RSS Latvia ? RSS Lituania ? RSS Moldavia ? RSS Ouzbekistan ? RSKS Rusia ? RSS Tadjikistan ? RSS Turkmenistan ? RSS Ukraina

Republikou berrbad  : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)