한국   대만   중국   일본 
Regis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Regis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache

Eus Wikipedia
Markiz an Estourbeillon, e Kendalc'h Etrekeltiek 1904 , e Caernarfon .

Regis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache , pe Regis de l'Estourbeillon pe Markiz an Estourbeillon a oa bet ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1858 e Naoned ha marvet e oa en e gastell en Avezeg , e-kichen Redon , d'ar 4 a viz Gwengolo 1946 . Bez' e voe unan eus saverien Kevredigezh Vroadel Breizh , ha kannad evit ar Mor-Bihan etre 1898 ha 1919.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude bezan bet ofiser en arme ur pennad, e teuas da vezan kannad, en anv ar roueelourien, er Mor-Bihan . Dont a reas da vezan unan e-mesk paotred an Emsav breizhek ha difenn a rae mennozhiou breizhek gant ar gomz pe ar bluenn. Lakaet e voe e penn Kevredigezh Vroadel Breizh ("Union Regionaliste Bretonne") e 1898 ha chom a reas en he fenn e-pad bloavezhiou, betek an Eil Brezel-bed . E 1909 , evel kannad evit pastell-vro Gwened e c'houlennas digant ministr an Deskadurezh Publik, Gaston Doumergue , lakaat kelenn brezhoneg e skoliou eil derez Breizh. Nac'h krenn a reas ar ministr.

E-pad ar Brezel-bed kentan en em gannas war an talbenn, daoust d'e oad (56 vloaz) ha medalennou en devoe : al Lejion a enor ha Kroaz-brezel 1914-1918 . E dibenn ar brezel, e 1919, e c'houlennas digant Thomas Woodrow Wilson , prezidant Stadou Unanet Amerika , e vefe daskoret he frankiz da Vreizh, en anv gwir ar poblou d'en em ren o-unan, ha divizet ar frankizou-se pa vefe bet sinet ar peoc'h etre an holl vroiou. Dileuridi Bro-C'hall en divizou-se avat, ar c'hentan ministr Georges Clemenceau en oa zouez, ne oant ket bet a-du gant kement-se !

D'ar 1an a viz Kerzu 1940 e sinas a-gevret gant Fransez Jaffrennou ha Roparz Hemon ur reketig anvet Placet au Marechal Petain, Chef de l’Etat Francais ("Plased d'ar marichal Petain, Arlevier ar Stad-C’hall") [1]  : evit ma vije savet ur vodadeg evit ar "brovins", ma vije anvet Bretoned da gargidi, ma vije kelennet ar brezhoneg er skoliou [2] .

Skridou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Le droit des langues et la liberte des peuples , Sant-Brieg, 1919
  • Nominoe, pere de la patrie , Roazhon, 1912
  • Les frairies de la paroisse de Macerac , Naoned, 1883

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved , Levrenn gentan , Fransez Favereau, pajenn 71
  2. De 1940 a 1941, reapparition d'une Bretagne provisoirement incomplete, un provisoire destine a durer , Etienne Maignen, Bulletin et memoires de la Societe archeologique et historique d'Ille-et-Vilaine, tome CVIV 2010

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]