Puthagoras
[1]
,
[2]
,
[3]
,
Pitagoras
, pe
Pythagoras
(Πυθαγ?ρα? e
gregach
), pe
Pythagoras Samos
, a oa ur prederour
raksokratek
hag ur matematikour
gresian
eus fin ar VIvet kantved kent JK. Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet
pitagoregezh
. Bet eo an den kentan o lavarout e oa filozofer, karour ar furnez, ha levezonet e voe
Platon
gant e vennozhiou. Siwazh n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar e zorn betek ennomp. Kalz eus e oberou a c'hallfe a-walc'h bezan bet savet gant diskibion dezhan, pe warlerc'hidi.
Gouzout a reer e oa ganet er
VI
vet
kantved kt JK
, war-dro
-580
, en enez
Samos
, enezenn eus
Mor Egea
gwarezet gant an doueez
Hera
, pe e Tyrrhenia, pe e
Tyr
, pe e
Syria
, hervez
Klemes Aleksandria
[4]
, ha marvet war-dro
-490
pe
-497
, tremenet gantan e 80 vloaz (barr e oad a vije bet da goulz ar 60
vet
olimpiadenn
, war-dro 540?537, hervez
Diogenes Laertios
).
Dont a ra e anv (
Pyth-agoras
: ≪ an hini kemennet gant
Pythia
≫), eus ar c'hemenn graet d'e dad pan eas d'ober un droiad da ger
Delfi
.
War a greder e oa mab d'ur marc'hadour fenikiat, anvet Mnesarc'hos. Kement-se a ouzomp dre
Herodotos
ha ne veneg e anv nemet ur wech
[5]
. E dad a oa engraver mein prizius, hag e vamm, Parthenis, brudet da vout kenedusan plac'h an enez. O-daou e oant diskennidi da
Ankaios
, mab Poseidon, en doa diazezet Samos. Mnesarc'hos ha Parthenis a oa aet betek Delfi da gaout ar b-
Pythia
. Diganti e klevjont e oa brazez Parthenis hag he dije ur mab koant ha fur. Kemm anv e wreg a reas Mnesarc'hos neuze, hag envel anezhi Pythais (plac'h ar ≪ Pythia ≫), hag envel ar bugel ≪ Pythagoras ≫, kemennet gant ar b-Pythia.
Daoust d'ar bloavezhiou (ur c'hantved a ziforc'h) e veze kontet gant ar Romaned da vezan bet kelenner
Numa Pompilius
, eil roue
Roma
hervez ar vojenn, ha diazezer ar relijion roman. Mont enep ar gredenn-se a ra an istorour
Titus Livius
en e
Istor Roma
[6]
.
Aet e oa da Su
Italia
goude, da g-
Krotonos
, un drevadenn c'hresian. Eno e kelenne e skiant hag e breder da strolladouigou tud. Liammet e oa ar matematik hag ar vuhezegezh ken e prezegenne un doare-bevan simpl ha kredennou
kevrinour
diwar tremen an
eneou
goude ar marv (ar
metempsikoz
).
Hervezan e vez staget un niver da bep tra ha graet eo ar
sonerezh
diwar perzhiou an niverou. Tad an
niverouriezh
eo.
N'eo ket sur e oa bet ijinet gant Pythagoras kement a zo bet lakaet war e gont. Kavet e voe diazez ar
glevouriezh
pa voe tennet frouezh eus e deorienn war uhelded ar soniou.
Dastumet eo bet teoremou Pythagoras gant ar matematikour
Euklides
tri c'hantved war-lerc'h ha n'ouzer ket ha diskoachet eo bet gantan disoc'h an teorem war an tric'horn hirgarrezek. Implijet eo evit jedin ar c'hostez hiran, an hipotenuzenn, pa anavezer hirder an daou all.
Taolenn al lieskementaduriou, ar c'heitadou aritmetik ha mentoniel, teorienn ar c'henfeuriou a zo bet lakaet war e gont ivez.
- Gant Aristoteles hon eus un oberenn anvet
Diwar-benn ar bitagoridi
, a chom tammou anezhi.
- Gant Demokrites ez eus ur
Pitagore
.
Levriou e galleg diwar-benn buhez Pythagoras
[
kemman
|
kemman ar vammenn
]
- Henriette Chardak,
L'enigme Pythagore
, Presses de la Renaissance, 2007
- Jean-Paul Dumont, ≪ Pythagore ≫, in :
Les Presocratiques
, Paris, Gallimard, 1988, coll. ≪ Bibliotheque de la Pleiade ≫ n° 345, XXVIII-1652 p.,
(
ISBN 2-07-011139-3
)
, p. 51-68 et 1198-1205.
- Antoine Fabre-d'Olivet,
Les vers dores de Pythagore
, Henri Veyrier, 1991
- Jean Mallinger,
Notes sur les Secrets esoteriques des Pythagoriciens, Paris, Niclaus
, 1946 ; 2e ed. en fac-simile, Lille, F. Planquart, 1973
- Jean Mallinger,
Pythagore et les Mysteres
, Paris, Niclaus, 1944 ; 2e ed. revue et corrigee, Lille, F. Planquart, 1974.
- Jean-Francois Mattei
,
Pythagore et les pythagoriciens
,
PUF
Que-sais-je ? n° 2732, 1993
- Mario Meunier,
Les vers d'or
, Pythagore, Guy Tredaniel, edition de la Maisnie, 1987
- Francois Millepierres,
Pythagore fils d'Apollon
, les essais LXII, Gallimard, 1953
- Michele Negri,
Le Roman de Pythagore
, Buchet/Chastel, 1991
- Leonard Saint-Michel,
Les vers d'or de Pythagore
, Adyar, 1991
- Edouard Schure,
Les grands inities : esquisse de L'Histoire secrete des religions, Rama. Krishna. Hermes. Moise. Orphee. Pythagore. Platon. Jesus
, Paris, Perrin & Co.
- Albert Slosman,
Le Biblion de Pythagore - Livre des lois morales et politiques
, Robert Laffont, 1980
- Docteur Emile Strohl,
Pythagore, perennite de sa philosophie
, Editions Traditionnelles, 1968
- ↑
≪ Barzhaz bihan an ti-moulan ≫.
Al Liamm
, niv. 8, Mae-Mezheven 1948, p. 22.
- ↑
≪ Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez ≫ gant
Remont Jestin
.
Gwalarn
, niv. 95-96, Here-Du 1936. P. 51.
- ↑
≪ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur ≫ gant
Meven Mordiern
ha
Fransez Vallee
(troer).
Ar Vro
, bl. 9, rumm. 6, Eost 1912, p. 86-88. P. 88.
- ↑
Stromates
, I, 62.
- ↑
Enklask
(IV, 95) : ≪Zalmoksis, an doue trakat, a voe e gwirionez ur sklav eus Samos ≪ a servije e ti Pythagoras, mab Mnesarc'hos ≫.
- ↑
( I-18)