Pythagoras

Eus Wikipedia
Pythagoras, lodenn eus Skol Aten gant Raffaello , 1509 .

Puthagoras [1] , [2] , [3] , Pitagoras , pe Pythagoras (Πυθαγ?ρα? e gregach ), pe Pythagoras Samos , a oa ur prederour raksokratek hag ur matematikour gresian eus fin ar VIvet kantved kent JK. Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet pitagoregezh . Bet eo an den kentan o lavarout e oa filozofer, karour ar furnez, ha levezonet e voe Platon gant e vennozhiou. Siwazh n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar e zorn betek ennomp. Kalz eus e oberou a c'hallfe a-walc'h bezan bet savet gant diskibion dezhan, pe warlerc'hidi.


E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gouzout a reer e oa ganet er VI vet kantved kt JK , war-dro -580 , en enez Samos , enezenn eus Mor Egea gwarezet gant an doueez Hera , pe e Tyrrhenia, pe e Tyr , pe e Syria , hervez Klemes Aleksandria [4] , ha marvet war-dro -490 pe -497 , tremenet gantan e 80 vloaz (barr e oad a vije bet da goulz ar 60 vet olimpiadenn , war-dro 540?537, hervez Diogenes Laertios ).

Dont a ra e anv ( Pyth-agoras  : ≪ an hini kemennet gant Pythia  ≫), eus ar c'hemenn graet d'e dad pan eas d'ober un droiad da ger Delfi .

War a greder e oa mab d'ur marc'hadour fenikiat, anvet Mnesarc'hos. Kement-se a ouzomp dre Herodotos ha ne veneg e anv nemet ur wech [5] . E dad a oa engraver mein prizius, hag e vamm, Parthenis, brudet da vout kenedusan plac'h an enez. O-daou e oant diskennidi da Ankaios , mab Poseidon, en doa diazezet Samos. Mnesarc'hos ha Parthenis a oa aet betek Delfi da gaout ar b- Pythia . Diganti e klevjont e oa brazez Parthenis hag he dije ur mab koant ha fur. Kemm anv e wreg a reas Mnesarc'hos neuze, hag envel anezhi Pythais (plac'h ar ≪ Pythia ≫), hag envel ar bugel ≪ Pythagoras ≫, kemennet gant ar b-Pythia.

Daoust d'ar bloavezhiou (ur c'hantved a ziforc'h) e veze kontet gant ar Romaned da vezan bet kelenner Numa Pompilius , eil roue Roma hervez ar vojenn, ha diazezer ar relijion roman. Mont enep ar gredenn-se a ra an istorour Titus Livius en e Istor Roma [6] . Aet e oa da Su Italia goude, da g- Krotonos , un drevadenn c'hresian. Eno e kelenne e skiant hag e breder da strolladouigou tud. Liammet e oa ar matematik hag ar vuhezegezh ken e prezegenne un doare-bevan simpl ha kredennou kevrinour diwar tremen an eneou goude ar marv (ar metempsikoz ).
Hervezan e vez staget un niver da bep tra ha graet eo ar sonerezh diwar perzhiou an niverou. Tad an niverouriezh eo.

Dizoloadennou ar bitagoridi [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eo ket sur e oa bet ijinet gant Pythagoras kement a zo bet lakaet war e gont. Kavet e voe diazez ar glevouriezh pa voe tennet frouezh eus e deorienn war uhelded ar soniou.
Dastumet eo bet teoremou Pythagoras gant ar matematikour Euklides tri c'hantved war-lerc'h ha n'ouzer ket ha diskoachet eo bet gantan disoc'h an teorem war an tric'horn hirgarrezek. Implijet eo evit jedin ar c'hostez hiran, an hipotenuzenn, pa anavezer hirder an daou all.
Taolenn al lieskementaduriou, ar c'heitadou aritmetik ha mentoniel, teorienn ar c'henfeuriou a zo bet lakaet war e gont ivez.

Penn

Mammskridou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Gant Aristoteles hon eus un oberenn anvet Diwar-benn ar bitagoridi , a chom tammou anezhi.
  • Gant Demokrites ez eus ur Pitagore .

Levriou e galleg diwar-benn buhez Pythagoras [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Henriette Chardak, L'enigme Pythagore , Presses de la Renaissance, 2007
  • Jean-Paul Dumont, ≪ Pythagore ≫, in : Les Presocratiques , Paris, Gallimard, 1988, coll. ≪ Bibliotheque de la Pleiade ≫ n° 345, XXVIII-1652 p., ( ISBN 2-07-011139-3 ) , p. 51-68 et 1198-1205.
  • Antoine Fabre-d'Olivet, Les vers dores de Pythagore , Henri Veyrier, 1991
  • Jean Mallinger, Notes sur les Secrets esoteriques des Pythagoriciens, Paris, Niclaus , 1946 ; 2e ed. en fac-simile, Lille, F. Planquart, 1973
  • Jean Mallinger, Pythagore et les Mysteres , Paris, Niclaus, 1944 ; 2e ed. revue et corrigee, Lille, F. Planquart, 1974.
  • Jean-Francois Mattei , Pythagore et les pythagoriciens , PUF Que-sais-je ? n° 2732, 1993
  • Mario Meunier, Les vers d'or , Pythagore, Guy Tredaniel, edition de la Maisnie, 1987
  • Francois Millepierres, Pythagore fils d'Apollon , les essais LXII, Gallimard, 1953
  • Michele Negri, Le Roman de Pythagore , Buchet/Chastel, 1991
  • Leonard Saint-Michel, Les vers d'or de Pythagore , Adyar, 1991
  • Edouard Schure, Les grands inities : esquisse de L'Histoire secrete des religions, Rama. Krishna. Hermes. Moise. Orphee. Pythagore. Platon. Jesus , Paris, Perrin & Co.
  • Albert Slosman, Le Biblion de Pythagore - Livre des lois morales et politiques , Robert Laffont, 1980
  • Docteur Emile Strohl, Pythagore, perennite de sa philosophie , Editions Traditionnelles, 1968

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. ≪ Barzhaz bihan an ti-moulan ≫. Al Liamm , niv. 8, Mae-Mezheven 1948, p. 22.
  2. ≪ Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez ≫ gant Remont Jestin . Gwalarn , niv. 95-96, Here-Du 1936. P. 51.
  3. ≪ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur ≫ gant Meven Mordiern ha Fransez Vallee (troer). Ar Vro , bl. 9, rumm. 6, Eost 1912, p. 86-88. P. 88.
  4. Stromates , I, 62.
  5. Enklask (IV, 95) : ≪Zalmoksis, an doue trakat, a voe e gwirionez ur sklav eus Samos ≪ a servije e ti Pythagoras, mab Mnesarc'hos ≫.
  6. ( I-18)