한국   대만   중국   일본 
Port Louis - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Port Louis

Eus Wikipedia

Port Louis gwelet diwar nij.

Port Louis ( Porlwi e kreoleg Maoris ) eo ker-benn republik Moris , er Meurvor Indez. Ker ha porzh brasan ar vro an hini eo ivez. Ur c'her industriel ha touristel eo war un dro, ha deuet eo da vezan ivez brasan plas arc'hantel Afrika issahariat asambles gant Johannesburg .

Glad savaduriou ar c'her zo ur skeudenn eus he istor trevadennel pinvidik. Bez eus tiez trevadennel gall eus an XVIII vet kantved (en o zouez Ti ar Gouarnour), moskeenn Jummah, Iliz-veur saoz Saint James, an templ indian tamil, C'hoariva Port Louis, tachenn ar redadegou "Champ de Mars" hag ar bagodenn sinaat.

Caudan Waterfront eo marina nevez Port Louis, ul lec'h touristel eo lec'h ma kaver kalz staliou, pretiou, letiou hag ur greizenn arz.

Busou he deus ar c'her, hag ur "metro skanv" hag a ya betek Curepipe , eil ker ar vro e 15 km alese, abaoe 2019. An aerborzh etrebroadel Sir Seewoosagur Ramgoolam eman e 48 km eus ar ger-benn. Div c'har ar c'hirri-boutin he deus ivez.

Istor anv ker [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anvet e voe Noordwester Haven da gentan gant an Hollandiz, da lavaret eo Porzh ar Gwalarn. Troet e voe e Port Nord-Ouest gant ar C'hallaoued goude. Port-Louis a voe roet d'ar c'her, marteze en enor d'ar roue gall Loeiz XV e 1721 pe 1722, pe marteze en enor da Porzh-Loeiz da vare ar gouarnour Mahe de la Bourdonnais e 1735. E-pad an Dispac'h gall e voe adanvet Port Nord-Ouest hag ivez Port de la Montagne evit ar porzh ha Ville de la Montagne evit ker etre 1793 ha 1795. E miz Eost 1806, e-pad impalaeriezh Buonaparte, e voe anvet Port-Napoleon gant ar gouarnour Decaen, ha pa erruas ar Saozon e 1810 e voe roet endro he anv a Port Louis (hep barrennig).

Caudan Waterfront , marina nevez e ker.

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

147 688 a dud a oa o chom eno e 2003 , 149 194 hervez niveradeg 2015, ha 147 066 hervez niveradeg 2018.

Deskadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skoliou publik ha prevez a zo e Port Louis. Goprou ha frejou zo ar skoliou prevez a zo paeet gant ar gouarnamant avat. Chom a ra d'ar gerent paean ar frejou-skol, evit al levriou hag an unwiskou da skouer, met prestou war gampi izel a vez kinniget dezho gant ar gouarnamant.

Ur skol-veur publik zo er vro : Skol-veur an Teknologiezhiou Moris, e distrig Port Louis. Skoliou prevez zo ivez e teknologiezhiou ar c'helaouin, ar management, ar gontouriezh hag ar glanvdiourezh.

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ker Bro Banniel Abaoe
Sant-Malou Breizh 1999
Kebek Kebek
La Possession [1] La Reunion
Doha Qatar
Ahmedabad India
Jaipur India
Glasc'ho Skos
Foshan Republik Pobl Sina
Franceville Gabon
Karachi Pakistan
Erlangen Alamagn

Tud ganet e Port-Louis [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .