한국   대만   중국   일본 
Peniti - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Peniti

Eus Wikipedia

Kentan penitiour ar gristeniezh a voe ar sant anvet Anton (war-dro 250-350) a yeas da chom e-unan en dezerzh en Egipt Uhelan , nepell diouzh ker Tebas . Anakoreted a veze graet outo, ur ger deuet eus ar gresianeg . Eveltan ez eas meur a benitiour kristen da chom d'an dezerzh adal an III de kantved.

Evel Jezuz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ober a rae an dud-se diouzh skouer Jezuz a ouias en em dennan alies en dezerzh da bedin, evel a lenner en Aviel . Bevan digenvez ha hep an traou diezhomm, en em zastum ennan e-unan, stourm ouzh an temptadur hag ouzh e gorf a fell d'ar penitiour, evit kavout Doue .

E Breizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E Breizh e veze graet peneti (eus pened ha ti ), pe peniti , eus ul lec'h ma veze ur penitiour , pe penitiourion, o chom. Dont a ra ar ger eus al latin paenitere (a zo kement hag ober pinijenn ), gant ar ger ti da zibenn-ger.

Betek an XI-vet kantved e oa giz ar venec'h kelt ivez, re Iwerzhon kenkoulz ha re Breizh , klask lec'hiou didud evit bezan tost ouzh Doue ha distag diouzh chadennou ar vuhez. Lod anezho a yae en o-unan ha reou all a veze o vevan a-strolladouigou er c'heviou pe e lochennou er c'hoadou.

Meur a sant breizhat en deus bevet en e-unan a-raok gwelout tud o tont da c'houlenn digantan dont da vezan eskob pe abad  : sant Kaourintin (e beniti e Ploudiern ), sant Malor (e beniti en Enez Sark ), sant Maodez (en Enez Maodez ).

Anv-lec'h [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a lec'h a zo anvet peniti e brezhoneg e Breizh Izel , ha L'Hermitage e galleg e Breizh Uhel .

Geriou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]


Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]