한국   대만   중국   일본 
Pascal - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Pascal

Eus Wikipedia

Ar pascal (simbol : Pa ) eo unanenn SI ar gwask . Kevatal eo gant un newton dre metr karrez . Ar memes unanenn a vez implijet c'hoazh evit muzulian ar striv , modul Young hag al lastikder .

Termenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

1 pascal (Pa) = 1 N/m 2 = 1 J/m 3 = 1 kg·m ?1 ·s ?2

Lieskementou SI [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lieskement Anv Simbol Lieskement Anv Simbol
10 0 pascal Pa      
10 1 dekapascal daPa 10 -1 desipascal dPa
10 2 hektopascal hPa 10 -2 santipascal cPa
10 3 kilopascal kPa 10 -3 milipascal mPa
10 6 megapascal MPa 10 -6 mikropascal μPa
10 9 gigapascal GPa 10 -9 nanopascal nPa
10 12 terapascal TPa 10 -12 pikopascal pPa
10 15 petapascal PPa 10 -15 femtopascal fPa
10 18 egzapascal EPa 10 -18 atopascal aPa
10 21 zetapascal ZPa 10 -21 zeptopascal zPa
10 24 yotapascal YPa 10 -24 yoktopascal yPa

Orin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anvet eo bet an unanenn diwar Blaise Pascal , ar matematikour , fizikour ha prederour gall dreist.

Displegaduriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

1 megapascal (MPa) = 1 000 000 Pa = 1 N/mm 2 .

Ar gwask atmosferek standart zo 101 325 Pa = 101,325 kPa = 1013,25 hPa = 1013,25 mbar = 760 Torr (ISO 2533).

E pad pell e voe muzuliet ar gwask atmosferek e milibar gant ar veteorologourien dre ar bed. Goude ma voe degaset an SI e voe gwelloc'h gant kalz anezho mirout an talvoudou boas evit ar gwask. Setu perak e vez implijet an hektopascal hiziv-an-deiz gant ar veteorologourien evit an aerwask, dre m'eo kevatal an hektopascal gant ar milibar, tra ma vez roet gwaskou damhenvel e kilopascal en holl dachennou all pe dost, e lec'h ma ne vez ket graet gant ar rakger hekto.

1 hektopascal (hPa) = 100 Pa = 1 mbar.
1 c'hilopascal (kPa) = 1000 Pa = 10 hPa.

Er sistem mts soviedel kozh e oa an unanenn gwask ar pieze a zo kevatal gant ur c'hilopascal.

Kenverian gant unanennou gwask all [ kemman | kemman ar vammenn ]

1 bar 100 000 Pa
1 barye 0,1 Pa
1 milibar 100 Pa
1 atmosfer 101 325 Pa
1 mmHg (pe Torr ) 133,322 Pa
1 inHg 3386,833 Pa
1 cmH 2 O 98,0638 Pa