한국   대만   중국   일본 
Parisina Malatesta - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Parisina Malatesta

Eus Wikipedia
Aotrounez Rimini

(1239-1330)

Tiegezh Malatesta

Malatesta (1239-1312)
Mibien
Malatestino (1312-1317)
Mibien
Pandolfo I (1317-1326)
Mibien
Ferrantino (1326-1330)
Parisina Malatesta

Parisina Malatesta a veze graet eus Laura Malatesta [1] , ( 1404 - Ferrara , 21 a viz Mae 1425 ), a oa merc'h da Andrea Malatesta , aotrou Cesena [2] , ha d'e eil pried Lucrezia Ordelaffi [3] . Parisina a oa nevez-c'hanet pa voe kontammet he mamm gant he zad Cecco Ordelaffi [3] ha kreskin a reas e lez he eontr Carlo Malatesta e Rimini [2] .

Dimezin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dimezin a reas pa oa 10 vloaz e Ravenna e 1414, da Niccolo III d'Este , markiz Ferrara , intanv abaoe meur a vloaz goude marv e wreg kentan, Gigliola da Carrara .
Degouezhout a reas e Ferrara a-greiz ma oa ar vosenn oc'h ober he reuz [4] . O chom edo e tour ar Rigobello, dindan al levraoueg, hag ober a reas war-dro adkempenn he lojeriz [4] . O chom e voe Parisina ivez en Delizia di Consandolo , savet gant Nicholo [5] .

E 1424 [6] e reas ur veaj da vont da welout he zud. Ambrouget e oa, hervez c'hoant an dug, gant Ugo d'Este , mab da Nicholo, hag e serc'h Stella de 'Tolomei . Degouezhet e Ravenna e c'hallas an daou yaouank ober gwelloc'h anaoudegezh an eil gant egile ha mont pelloc'h en o darempred. Kenderc'hel a rejont d'en em welout e kuzh goude an distro da Ferrara: en em gavout a raent en delizie di Belfiore, Fossadalbero e Quartesana [4] .

Hervez testeniou all e oa aet, da dec'hel rak ar vosenn a rae he reuz e 1423, da repuin da kastell Fossadalbero gant he mab-kaer hag eno e krogas o darempred [3] .

Ur vatezh karget d'o eveshaat a roas da c'houzout d'an ozhac'h. Hennezh a heulias an daou bichon, a ziskoachas anezho en o neizh, [3] hag a graouias anezho e kelligou ar c'hastell, hag enne e voent dibennet o-daou.

Bugale [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tri bugel he doe gant he fried, div verc'h gevell hag ur mab [6] :

Orged [ kemman | kemman ar vammenn ]

Orgedin a reas ouzh Ugo d'Este , mab bastard he fried, tapet e voe, bac'het ha dibennet.

Arzou ha lennegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Awenet ez eus bet meur a arzour gant an istor skrijus :

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]