한국   대만   중국   일본 
Paeron - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Paeron

Eus Wikipedia
Badeziant en Alamagn e 1949.

Ar paeron hag ar vaeronez eo an dud dibabet gant un tad hag ur vamm da lakaat ur bugel da vezan evezhiet a-bell outan. Ur c'harg arouezel eo peurvuian.

Relijionou kristen [ kemman | kemman ar vammenn ]

E darn eus ar relijionou kristen e vez dibabet ur paeron hag un vaeronez pa vez lidet vadeziant ur bugel. Ar filhor pe ar filhorez a vez lavaret eus ar bugel neuze. Anvet e vezont tad-paeron ha mamm-baeronez ivez. Koulskoude n'eo ket ur bugel e vez ar filhor atav, pa c'hall bezan un den deuet d'e vent ivez.

Er relijion katolik e vez anvet paeron pe sant paeron ha maeronez pe santez maeronez ar sant pe ar santez m'eo bet roet e anv d'un den.

Relijion yuzev [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar paeron eo an den a zalc'h ar bugel a vo trodroc'het , anvet sandek neuze, pe an hini a gemer ar bugel digant ar vamm d'e gas d'an ti ma vo trodroc'het, ha neuze e vez lavaret kvater anezhan.

Paeroniezh republikan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er Stad c'hall eo bet aotreet lidan ar badeziant republikan gant ar Republik kentan gant paeroniou ivez. N'eus pouez lezennel ebet hag ne vez ket ar c'humuniou rediet d'e lidan.
D'ar sadorn 26 a viz Eost 2013 e oa bet aozet ur vadeziant republikan e brezhoneg e ti-ker Landivizio .