한국   대만   중국   일본 
Padm?sana - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Padm?sana

Eus Wikipedia
Padm?sana
Lahiri Mahasaya e stumm al lotuz
Padm?sana

Padm?sana ( Devan?gar? : ???????), pe stumm al lotuz , zo ur stumm da vezan azezet gant an divhar kroaziet a-orin eus Henindia ma lakaer pep troad war ar vorzhed enep. Implijet e vez evit meverian en hengouniou ar yoga indian hag an arvesterezh boudaat . Lavaret e vez e hanval ouzh ul lotuz , e sikour da analin reizh, hag e tegas stabilded ar c'horf.

E-touez skeudennaduriou brudet stumm al lotuz e kaver ?iva , doue askezad ha meverier an hindouegezh , ha Siddhartha Gautama , diazezer ar voudaegezh .

Dont a ra an termen eus ar geriou sanskritek "padma" a dalv "lotuz" hag "?sana" a dalv "ar fed azezan pe bezan azezet".

Ar stumm [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa vezer azezet e lakaer un troad war ar vorzhed enep gant ar sol war-zu an nec'h hag ar seul stok ouzh an abdomen. Lakaat a reer neuze an troad all war ar vorzhed enep en un doare simetrek.

Stok eo an daoulin ouzh al leur. Lakaet eo ar c'horf-bras eeun ha kempouez e doare ma vefe skoret gant al livenn-gein gant an nebeutan a striv a-berzh ar c'higennou. Kreizennet eo ar c'horf-bras a-us d'an divlez. Evit diskuizhan ar penn hag ar gouzoug e c'heller lezel ar javed da ziskenn ha tu a-drenv ar gouzoug da astenn. Sachet e vez an divskoaz war-gil ha savet kest ar brusk. Chom a ra an teod ouzh ar staon. Gallout a ra an daouarn chom war bleg ar varlenn er stumm dhy?namudr? pe war an daoulin er stumm cinmudr? pe jn?namudr? . Distegn eo an divrec'h gant an daouilin dambleget un disteran.

Peurvuian e serrer an daoulagad, ar c'horf distegn. Kempenn ar reer ar stumm betek ma vo santet kempouez hag eeunded. An eeunded a zegas distegnadur a ziskouez ez eo reizh ar stumm evit an asana. Rankout a rafe ar stumm bezan aes ha naturel hep an disteran poan.

An darn vrasan eus an dud o deus ezhomm un dorchenn ( zafu ) pe un tapis bihan ( zabuton ) evit sevenin ar c'hempouez-se. Azezan a reer e penn a-raok an dorchenn pe an tapis e doare da stouin ar pelvis war an araog evit gallout kreizennan al livenn-gein ha kaout ar skor rekis. N'eus nemet ar re oueskan a c'hell sevenin an asana -se hep skor ebet dindan o felvis (ha dizaliet en deus an Dalai Lama ober kement-se) [1] .

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. war e CD, roudenn 1 : "Opening the Eye of New Awareness"

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]