한국   대만   중국   일본 
Paco Rabanne - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Paco Rabanne

Eus Wikipedia

Paco Rabanne , eus e anv leun Francisco Rabaneda Cuervo , bet ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1934 e Pasaia ( Gipuzkoa , Bro-Vask ) ha marvet d'an 3 a viz C'hwevrer 2023 e Porsal ( Bro-Leon , Breizh), a oa ur c'hemener ha porfumer euskarat. Degaset e voe gantan nevezinti da vat e metou ar c'hiz er bloavezhiou 1960 , ha brudet e oa e borfumou ivez (35 bennak a voe ijinet gantan). Brud en doa tapet ivez diwar ar bloavezhiou 1990 gant e ziouganou ha danevell e vuheziou kent.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sae gant Paco Rabanne, 1967.

Fuzuilhet e voe e dad gant ar frankoourien e-kerzh Brezel Spagn . Tec'hel kuit a reas e familh en tu all d'ar Pireneou ha dont da Vreizh da glask repu, war atiz Tanguy Prigent , dreist-holl e kostez Montroulez , el lec'h ma lavar e komze brezhoneg a-raok gouzout galleg.

Kas a reas studiou tisavouriezh da benn met hep ober e vicher gant se. Bravigou a reas da gentan. E miz C'hwevrer 1966 e tiskouezas an dilhad kentan savet gantan, ma reas gant danveziou divoas evel metal, paper ha plastik. Un eil giziaoueg a voe diskouezet d'an 21 a viz Ebrel 1966 gant saeou-kouronkan gwisket gant merc'hed ar "Crazy Horse Saloon".

E 1969 e roas lans d'e borfum kentan, ≪ Calandre ≫, e kenlabour gant Puig , un embregerezh katalan bras.

Etre 1990 ha 1998 e krouas dilhad merc'hed "prest da wiskan" hag a rejont berzh, evel ar reizhou gwelet evel oberennou arz en o unan (bravigou, tokou, boteier). E 1993 ha 1996 e roas lans da dou borfum all, ≪ XS ≫ ha ≪ Paco ≫.

Paco Rabanne ha Breizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un ti en doa e Porsal ma winte ar Gwenn-ha-Du warnan. Embann a rae bezan Breton.