Otto Heinrich Warburg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Otto Heinrich Warburg
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Impalaeriezh alaman , Republik Weimar , Trede Reich , Republik Kevreadel Alamagn   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Otto Heinrich Warburg   Kemmañ
Anv-bihan Otto   Kemmañ
Anv-familh Warburg   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 8 Her 1883   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Freiburg im Breisgau   Kemmañ
Deiziad ar marv 1 Eos 1970   Kemmañ
Lec'h ar marv West Berlin   Kemmañ
Abeg ar marv pulmonary embolism   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Dahlem Cemetery   Kemmañ
Tad Emil Warburg   Kemmañ
Pried talvoud ebet   Kemmañ
Familh Warburg family   Kemmañ
Den heverk Viktor Brack   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet alamaneg   Kemmañ
Micher biochemist , chemist , kelenner skol-veur , mezeg , physiologist   Kemmañ
Tachenn labour biokimiezh , physiology   Kemmañ
Implijer Humboldt University of Berlin , Kaiser Wilhelm Society   Kemmañ
Bet war ar studi e Humboldt University of Berlin , University of Freiburg   Kemmañ
Rener tezenn Emil Fischer   Kemmañ
Danvez-doktor Otto Fritz Meyerhof   Kemmañ
Bet studier da Emil Fischer   Kemmañ
Strollad etnek Yuzevien   Kemmañ
Perzhiad e Nuremberg Medical Trial   Kemmañ
Brezel Brezel-bed kentan   Kemmañ
Ezel eus Royal Society , German Academy of Sciences Leopoldina , Academy of Sciences of the GDR , Kaiser Wilhelm Society   Kemmañ
Otto Warburg e 1931.

Otto Heinrich Warburg , bet ganet d'an 8 a viz Here 1883 e Freiburg im Breisgau ( Impalaeriezh alaman d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 1an a viz Eost 1970 e Berlin ( Alamagn ar C'hornog d'an ampoent), a oa ur mezeg, fiziologour ha bevgimiour alaman .

Red e vicher [ kemman | kemman ar vammenn ]

Paket e oa bet Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh gantan e 1931 o c'hopran e gavadennou war natur ha mod oberian an enzim analan. O labourat war gelligou kankrek en devoa kavet ur bec'h ouzhpenn uhel a ion laktat hag a roe da gredin e oa c'hoarvezet ur goadur . Ar pezh a reas dezhan goulakaat, e 1924 , n'o deveze ket ezhomm ar c'helligou-se da gaout oksigen da greskin dre ma raent gant ar glukoz dre ur goadur anaerat. Mont en-dro amreizh ar mitokondri a vije pennkaoz da zegouezh ar c'hrign-bev neuze.

Hans Adolf Krebs , ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhan e 1953 .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daoust d'e dad bezan a orin yuzev ne oa ket bet atahinet Warburg gant an Nazied p'o devoa kemeret ar galloud en Alamagn e 1933  : gwir eo ne voe ket aotreet da gelenn ken, met ne voe ket kaset da louedin e-barzh unan eus ar c'hampou-bac'h a groge da vezan savet er vro a-bezh kennebeut. Un ofiser eus an dibab e oa bet en ur rejimant marc'hegerezh eus an arme brusian e-pad ar Brezel-bed kentan ha tapet an Eisernes Kreuz (Kroaz Houarn) gantan en abeg d'e galonegezh en emgann. N'eo ket a-walc'h da zisplegan abalamour da betra e oa bet espernet. E 1935 e oa bet oberataet Adolf Hitler ha lamet ur polip diwar e gerdin-mouezh  : betek-gouzout na grogfe ar c'hrign-bev ennan, ha kendrec'het-mat e ouife Otto Warburg kavout an tu d'e barean, en devoa graet e veno ar c'hanseller nazi da warezin ar gouizieg.