한국   대만   중국   일본 
Ostaleri - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ostaleri

Eus Wikipedia
tavarn
Iskevrennad eus ti-evan , food establishment   Kemmañ
Tachenn obererezhiou hospitality industry   Kemmañ

Un ostaleri (a-wezhiou ostaliri pe ostalidi hag un nebeud geriou damhenvelster : tavarn , kafedi , bar zo ur lec'h ma vez gwerzhet diedou alkoolek pe evajou dialkool, met servijet e vez kafe hag evajou tomm all ivez.
Ar pratikou a ya di da evan ur banne pe vuioc'h, ouzh ar c'hontouer pe ouzh taol, alies gant tud all evel mignoned pe kenlabourerien. Gallout a reont ivez lenn ar gazetenn, c'hoari da c'hoariou a bep seurt evel ar birouigou , dansal , hag all. Pep ostaleri he deus he aergelc'h dezhi. A-wezhiou e vez gwerzet meuziou simpl pe geginet mat. Rouesoc'h e vez kinniget un nebeud lojeiz. Perc'henn pe atebeg un ostaleri a zo un ostiz hag an tavarnour a ra war-dro un davarn pe un ostaleri [1] . Ur mevel eo an den a vez implijet evit ober ar servij ha ar vatezh ar vaouez a ra memestra.
Troiennou-lavar : "traod bank an ostaleri", "piler an davarn" a lesanver un den a dremen kalz eus e amzer en un ti-evan [2] .

Geriou kevatal ha gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a c'her a vez implijet e brezhoneg evit envel al lec'hiou boutin-se a gaver kazi e pep bro e-lec'h ma vez anneziou tolpet. Er C'hatholicon e kaver ar penngeriou " Osteleri " ha " Tauarn " hag ne vez ket bet gwelet kafedi a-raok 141 [3] . E geriadur Emgleo Breiz-Garnier [4] e kaver ti-kafe . Implijet e vez ar ger hollek ti-evan ivez
Un dameilenn eus ar ger gallek " hostellerie " evel ma oa distaget er Grennamzer [5] eo ha tavarn a zeu eus al latin taberna dre ar c'herneveg tavern pe ar c'hembraeg tafarn <ref>Albert Deshayes, Dictionnaire etymologique du breton…'.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwerzhan boued ha diedou en ul lec'h ma vez kalz a dud o paseal e tal dezhan a zo bet graet abaoe ma 'z eus hentou bras ha straedou darempredet. Er geriou ez eus bet muioc'h anezho atav.
Anavezet mat eo an thermopolium a veze savet e straedou-ker zo e Italia an Henroma . Prientet e veze ar boued e-barzh anforennou ha listri bras. An taberna a veze gwerzhet kalz a draou enni a c'hell kinnig boued ha diedou d'e bratikou.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lennegezh
  • Gwillou Kergourlez , Bitekle pe war hent ar baradoz . E-barzh Brud Nevez , niv. 22, C'hwevrer 1979. Pez-c'hoari.
  • Herve Bihan , Tavarn San Froilan . E-barzh Al Liamm , niv. 318, 2000. Danevell.
  • Mark Kerrain , Ostiz! . E-barzh dastumad Parkadou sivi da viken, Sav Heol, 2016. Adembannet e niv. 420 Al Liamm . Kanouenn.
  • Anton Chatelier, Tavarn An Olifant . E-barzh Al Liamm , niv. 432, 2019. Danevell.
Daveou
  • Sylvain Bertrand & Yann Lestrehan, Bistrots, rades, comptoirs : recits d'un tour de Bretagne, Goater , 2015. ( ISBN 9782918647522 )
  • Pascal Le Liboux, Bistrot Breizh : Le tour de Bretagne des vieux cafes a velo. 3 levrenn, 2017.

Pennadou nes [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Tavarnour hag ostaleri a vez gwelet e pezh-c'hoari Gwilhou Kergourlez , Bitekle : war hent ar Baradoz .
  2. Glosbe troidigezh c'hallek eus tavarn. , Tavarn.
  3. Arvor, 1941, hervez Devri, met e voe implijet abretoc'h, e 1938, gant [www.bibliotheque.idbe-bzh.org ? data ? cle_91 ? Breiz_Atao_1938 Breiz Atao e 1938], da skouer.
  4. Dictionnaire breton, Garnier, 1986. ( ISBN 2737002532 )
  5. Albert Deshayes , Dictionnaire etymologique du breton , Chasse-maree, 2003. ( ISBN 2914208253 )
Tavarn e Malaysia.