한국   대만   중국   일본 
Nikotin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Nikotin

Eus Wikipedia
Ur c'hlub butunat

An nikotin a zo un dramm (un alkaloidenn ), a gaver er butun , hag a vez enalet pe diabarzhet er c'horf gant ar sigaretennou , ar segalennou , ar c'herniel-butun pe c'hoazh ar chik-butun. Ul louzou-broudan estoueiat a zo anezhan hag a laka ar galon da dalmin buanoc'h hag a laka ar pouez-gwad da uhelaat. Gallout a ra ivez lakaat an den ha chom hep santout an naon ha lakaat ar vetabolegezh da vont primoc'h. Fall eo kement-se evit ar yec'hed. Ur bern tud taget gant an nikotin a blijfe dezho bezan dizonet eus ar gwall dech-se met diaes e vez evito alies-mat.

Kavet e vez an nikotin e-barzh plant kerentiad ar Solanaceae , da gentan penn eus ar plant- butun ( Nicotiana tabacum ). Kavet e vez nikotin, nebeut avat, e plant all 'zo evel an tomatez , ar patatez , ar berjinez , hag ar skilbebr glas. Kavet e vez nikotin ivez er plant koka . Pa vez graet a-gementadou bras gantan e c'hall bezan un ampoezon efedus-tre. Efedin a ra war an nervennou . Pa vez graet gantan a-gementadou bihan e c'hall bezan broudus. Setu unan eus an abegou ma c'hall an den bezan estoueet ouzh ar butunat .

Dont a ra an anv nikotin diwar ar blantenn Nicotiana , hag anv homan diwar anv un den Jean Nicot , a oa kannad Frans e Portugal , en doa kaset butun da Bariz da vezan studiet.

Gant pep sigaretenn e vez, dre vras, enalet 1 mg a nikotin. E meur a vro e vez klasket talan ouzh reuziou ar butun, met taolet ez eus pled, dre ar studiadennou, e vez lakaet kementad an nikotin er butun da greskin eus 1.6% bep bloaz well-wazh.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .