Ngazidja

Eus Wikipedia
Ngazidja e Komorez

Ngazidja e swahileg , Grande Comore e galleg , eo enezenn vrasan Komorez .
E-pad kantvedou e oa rannet an enez e meur a sultanelezh , evel Bambao, Itsandra, Mitsamihuli, Bajini, Hambu, Washili, Hamahame, Mbude, Hamvu ha LaDombe.
E 1886 , sultan Bambao, Saidi Ali ibn Saidi Omar , a zeuas a-benn da unanin ar sultanelezhiou-se da vont d'ober stad Ngazidja. Er bloaz-se end-eeun e voe lakaet an enez dindan beli Bro-C'hall , hag e 1893 e voe kaset Saidi Ali d'an harlu. E 1911 e voe staget an enez da vat ouzh Bro-C'hall.

E 1975 e voe savet stad Komorez gant inizi Ngazidja, Nzwani ( Anjouan ) ha [[Mwali] ]; enez Mahore ( Mayotte ) a chomas e dalc'h Bro-C'hall. Er bloavezhiou 1990 e voe rannet ar stad, gant inizi Nzwani ha Mwali o tispartian diouzh Ngazidja. Ne chomas nemet an enez vrasan e dalc'h ar stad kreiz. E 2002 avat e voe adunanet Ngazidja gant an inizi all, dindan ur vonreizh nevez. E 2008 , adarre, he deus klasket Nzwani mont diouzh he zu, met adstaget eo bet ouzh ar peurrest eus ar stad gant an arme.