Newcastle upon Tyne

Eus Wikipedia
Newcastle upon Tyne e Tyne ha Wear hag e Bro-Saoz

Un distrig deuet da vezan er pleustr un Amaezerezh unvan abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Tyne ha Wear e 1986, eo Newcastle upon Tyne [1] .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anv kentan Newcastle-upon-Tyne a oa Pons Aelii , Pons Aelius [2] , da lavarout eo "Pont Ael", ur c'hrenvlec'h roman meur eus Moger Hadrian , war ar ster Tinea . Dont a ra eus hini an impalaer en devoa lakaet sevel ar voger, Publius Aelius Hadrianus , anavezet evel Hadrian , bet impalaer adalek an 11 a viz Eost 117 betek an 10 a viz Gouere 138.

Hervez an Notitia Dignitatum , XL34, e oa staliet eno Tribunus cohortis primae Cornoviorum ("tribun kentan strollad Kornovied")

Abalamour ma oa en ur c'hroashent e voe savet ur c'hastell koad eno gant Roperzh, mab Gwilherm an Alouber , e 1080. Diwar neuze e voe anavezet al lec'h evel Novum Castellum [3] e latin, pe New Castle e saozneg, resisaet gant anv ar ster a dremen eno, an Tyne . Ur c'hastell mein a voe savet e-lec'h an hini koad e 1087. Meur a wech e voe tapet ha kollet ar c'hastell gant alouberien eus Bro-Skos.

Ardamezouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

" e gul, e dri kastell gant tri tour en arc'hant"

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names . Clarendon Press. Oxford. 1936 - 1980
  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain . Southampton. 1956
  • A.LF Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain . Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  • Francois Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C . Embannaduriou Errance. 1994
  • Patrick Galliou : Le Mur d'Hadrien. Ultime frontiere de l'Empire romain . Embannaduriou Armeline. 2001

Dave ha notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Load kefridiel Distrig Newcastle upon Tyne
  2. * ND XL-34 : Tribunus cohortis primae Cornioviorum, PONTE AELI
    • RIB 1638 : IMP(ERATORIS) CAES(ARIS) TRAIANI / HADRIANI AVG(VUSTI) / LEG(IO) II AVG(VSTA) / A(VLO) PLATORIO NEPOTE LE(ATIO) PR(O) PR(AETORE).
  3. * Novum castellum , 1130, P;
    • Nouum Castellum super Tinan , 1168, P;
    • Novum Castrum , 1254, Val.