한국   대만   중국   일본 
Nena - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Nena

Eus Wikipedia
Nena
Nena during Munchner Sommernachtstraum (2013)

Anv Gabriele Susanne Kerner
Ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1960
Hagen , Alamagn
Micher(iou) Kanerez-saverez kanaouennou
Doare(ou) Neue Deutsche Welle , New Wave , Pop
Benveg(ou) Mouezh
Bloavezhiou oberiant 1981–1987 (strollad)
1987–breman
Label(iou) CBS / Columbia Records , Warner Music
Lec'hienn ofisiel nena.de

Endro Carlo Karges
Uwe Fahrenkrog-Petersen
Jurgen Dehmel
Rolf Brendel
Nena ( Vienna 2008)

Nena ( Gabriele Susanne Kerner hec'h anv ofisiel, ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1960 e Hagen , Alamagn ar C'hornog ) zo ur ganerez pop hag un aktorez alaman . Tapout a reas brud etrebroadel e 1983-1984 gant he c'hanaouenn " 99 Luftballons ". "Nena" a oa ivez anv ar strollad a lansas ar ganaouenn a-gevret ganti. Ur breur hag ur c'hoar yaouankoc'h egeti he deus.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e voe Gabriele Susanne Kerner d'ar 24 a viz Meurzh e Hagen . D'ar c'houlz-se edo he zud o chom e Breckerfeld . D'he zri bloaz e voe lesanvet Nena (a dalv "plac'hig vihan" e spagnoleg pemdez) gant he zud p'edont o vakansin e Spagn . E Breckerfeld eo e tremeanas Nena he pemp bloavezh kentan a-raok mont gant he ziegezh da chom da Hagen ma tremenas he yaouankiz ha ma tarempredas al lise Christian-Rohlfs-Gymnasium. Kuitaat a reas al lise a-raok an termen evit mont da heulian ur stummadur tri bloaz da vont da orfebourez.