한국   대만   중국   일본 
National Guard of the United States - Wikipedia Mont d’an endalc’had

National Guard of the United States

Eus Wikipedia

An National Guard of the United States , o vezan ul lod eus adarmead an United States Armed Forces , a zo un nerzh soudarded da c'hortoz, savet gant izili soudarded an National Guard pe bagadou savet gant pep Stad ha tiriadou Guam , Virgin Islands , ha Puerto Rico , kement ha Distrig Columbia . Hollad an nerzhiou a vez savet gant 54 aozadur dishenvel hag emren. Holl izili ar gwarded broadel a vez ezel da bezen ar Stadou-Unanet Amerika dre al lezen 10 U.S.C. § 311 . Unvezhiou ar gwarded broadel a zo kement dindan urzhiou o Stad a orin hag hini ar gouarnamant kevredadel.

Darn soudarded ha nijerien ar Gwarded Broadel o deus ul labour leun amzer trevour ha na servijont nemet ul lod eus o amzer el lu. An izili-se hanter-amzer pe nebeutoc'h c'hoazh a vez ouzhpennet dezho ofiserien leun-amzer a adkaver e-touez soudarded an Active Guard & Reserve (AGR) kement en troadegiezh d'ar Gwarded Broadel (Army National Guard) ha d'an aerlu (Air National Guard), ul lod evit ar c'hempenn ha dafarin (Army Reserve Technicians) evit an troadegiezh hag en Air Reserve Technicians (ART) evit an nijerien.

20vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sanset e oa ar Gwarded Broadel da vezan nerzhiou gant ar pal difenn da gentan holl douarou Stadou-Unanet Amerika. E-fin an 20vet kantved e oa kemmet an traou rak e 2005, izili ar Gwarded broadel hag an adarmeadou a oa ul lod bras anezho ouzh ar stourm en Irak pe Afhganistan (tro 43 % en Irak ha 55 % en Afghanistan). Bez e oa muioc'h evit 183 366 ezel d'ar Gwarded broadel ha d'an adarmeadou er servij stourm dre ar bed hervez stadegou an U.S. Defense Department . E 2011, an Army Chief of Staff jeneral. George W. Casey, Jr. a zisklerias "Pep brigadenn d'ar Gwarded (broadel) a oa bet kaset d'ar stourm en Irak pe Afghanistan, muioc'h evit 300 000 Gwarded o deus bet kemeret perzh er brezel-se".

Soudard T. P. Loughlin eus an 69th Regiment, New York National Guard , o pokan e familh a-raok mont en Europa (1917)
346 Gward broadel eus Florida kaset da harpan an archerien e-pad kadoridigezh Donald Trump d'an 21 a viz C'hwevrer 2017