한국   대만   중국   일본 
Nation of Islam - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Nation of Islam

Eus Wikipedia
Nation of Islam
sect , aozadur politikel , new religious movement
Rann eus Black Muslim movement   Kemmañ
Deiziad krouin 4 Gou 1930   Kemmañ
Anv er yezh a orin Nation of Islam   Kemmañ
Diazezer Wallace Fard Muhammad   Kemmañ
Prezidant Wallace Fard Muhammad , Louis Farrakhan   Kemmañ
House publication Muhammad Speaks , Bilalian News   Kemmañ
Stad Stadou-Unanet   Kemmañ
Ideologiezh politikel black supremacy , Black Nationalism , Islamouriezh , anti-Zionism   Kemmañ
Lec'h diazez Detroit   Kemmañ
Sez sokial Mosque Maryam   Kemmañ
Diazezet war Islam   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel http://www.noi.org   Kemmañ
Unan eus bannielou Nation of Islam

Nation of Islam (Broad an Islam) a zo un aozadur politikel, relijiel ha dispartiour amerikan, a zo mammenn al lod brasan eus an aozaduriou muzulman er gumuniezh afroamerikan . Diaes eo gouzout pet ezel a zo ennan peogwir ne vez ket embannet sifrou gantan. Prizian a reer e oa etre 20 000 ha 40 000 ezel, ha war-dro 100 000 pe muioc'h a genduaded e 2007 .

Savet eo bet Nation of Islam e Detroit , e hanternoz ar Stadou-Unanet , e 1930 , gant Wallace Fard Muhammad a vez gwelet gant Broad an Islam evel ar ≪ Mesiaz ≫ (pe Mahdi ) gortozet gant ar vuzulmiz, ha Doue ( Allah ) enkorfet zoken. Ur meskaj etre ar vroadelouriezh afroamerikan hag ar relijion eo ar gealoniezh zispleget ganti. Awenet eo ar relijion-se gant an Islam daoust dezhi bout pell diouzh an Islam reizhkred. Sellet e vez ouzh NoI e-giz ur sektenn gant al lod brasan eus ar vuzulmiz.

Daoust da Wallace Fard Muhammad bout krouer NoI eo Elijah Muhammad hag a roas dezhan e henchadur, e aozadur hag e c'halloud, etre 1934 ha 1975 . Unan pennou-bras meur an aozadur a zo bet Malcolm X betek ma torras gantan war-lerc'h ur birc'hirinded da v Mekka e 1964 o flatran gouennelouriezh NoI a-c'houdevezh.

Mohamed Ali en ur vodadeg Elijah Muhammad

E 1975 e troas Nation of Islam d'un emsav muzulman sunnat nebeut war-lerc'h marv Elijah Muhammad. E 1978 e voe kuitaet an aozadur gant ur strollad stourmerien o nac'han henchadur nevez NoI. Kemeret e voe ganto an anv Nation of Islam a oa bet dilaosket gant ar pennaozadur. Feal da gealoniezh orin, en desped da chenchamantou dister zo, eo renet NoI ≪nevez≫ abaoe dispartian 1978 gant Louis Farrakhan . Hennezh zo ur bleiner gwelet mat er gumuniezh afroamerikan e derou ar XXI an kantved. Ul levezon a ya pelloc'h eget kelc'hiou relijiel NoI o deus e gomzou kumuniezhel o pouezan war ar fed e vez ret d'ar re zu studian, diorren o statud kevredadel armerzhel ha stourm ouzh ar felliezh. Meur a rendael o deus savet e brezegennou douetus a-enep d'ar re wenn ha d'ar yuzevion avat.

The Million man march e Washington DC , e 1995.

E 1995 ec'h aozas Nation of Islam ur vanifestadeg veur e Washington , The million march man , a oa berzet d'ar re wenn ha d'ar maouezed.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .