한국   대만   중국   일본 
Mustafa IV - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mustafa IV

Eus Wikipedia
Mustafa IV

Mustafa IV ( 8 a viz Gwengolo 1779 ? 17 a viz Du 1808 ), a voe 29 vet sultan an Impalaeriezh otoman .
Mab e oa da Abdulhamit I ha kenderv Selim III . Ren a reas adalek 1807 betek e varv e 1808.

Lakaet e voe war an tron a-drugarez d'un emsavadeg soudarded d'an 29 a viz Mae 1807. Un arme a voe savet neuze gant Alemdar Mustafa Pacha evit rein ar galloud da Selim III en-dro. E miz Gouere 1808 e teuas a-benn arme Alemdar Pacha da aloubin palez ar sultan.
Evit mirout ouzh an emsavidi a adlakaat Selim III e penn an Impalaeriezh e roas Mustafa IV urzh da lazhan e genderv, asambles gant Mahmut, e vreur.

Selim III a voe lazhet a-raok m'o defe e zalc'hidi amzer d'e savetein. Mahmut avat a zeuas a-benn da dec'hel kuit dre an toennou hag a voe lakaet da sultan gant an anv Mahmut II . Heman a lakaas Alemdar Pacha da sadrazam ( vizir meur) evit e drugarekaat.

Goude-se e voe kaoz gant ar janisared da glask lakaat Mustafa IV da sultan en-dro. Mahmut II a roas neuze an urzh d'e lazhan anezhan d'ar 17 a viz Du 1808.


En e raok:
Selim III
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
1807 1808
War e lerc'h:
Mahmut II