Mor Japan

Eus Wikipedia
Pelec'h eman Mor Japan

Mor Japan zo ur mor etre Japan , Korea ha Rusia en Azia ar Reter . Dre m'eo kloz a-walc'h, evel ar Mor Kreizdouar , n'eus ket kalz a vareou ennan.

Eman Mor Japan etre douar-bras Rusia hag enez Sakhalin en hanternoz, Korea ar Su ha Korea an Norzh er c’hornog, ha inizi Japan, Hokkaido , Honshu ha Kyushu , er reter.

En em astenn a ra Mor Japan war 978 000 km² ha 3 742 metr eo e zonder brasan.

Stank eo ar pesked e Mor Japan ha pouezus eo ar pesketaerezh evit armerzh ar broiou tro-dro. Er c’hondon e kaver danvez krai hag anv zo e vefe gaz naturel ha tireoul ivez. Gant kresk armerzh broiou reter Azia, eo deuet ar mor-se da vezan pouezus evit ar c’henwerzh ivez.

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mor Japan a reer eus ar mor-se peurvuian (日本海 nihonkai e japaneg ha Японское море Yaponskoye more e rusianeg ), met evit tud Korea en deus un anv all : Mor ar Reter eo evit tud Su Korea (東海 Donghae e koreeg ) ha Mor Reter Korea (朝鮮東海 Chos?n Tonghae e koreeg) evit annezidi Norzh Korea.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .