한국   대만   중국   일본 
Michiel de Ruyter - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Michiel de Ruyter

Eus Wikipedia
Poltred Michiel de Ruyter, gant Ferdinand Bol .

Michiel Adriaenszoon de Ruyter ( Vlissingen , 24 a viz Meurzh 1607 - pleg-mor Siracusa , 29 a viz Ebrel 1676 ) a oa un amiral eus an Izelvroiou .

Unan eus brudetan amiraled istor an Izelvroiou eo Michiel de Ruyter. A-drugarez dezhan e voe trec'h morlu an Izelvroiou en emgannou war vor, meur a wech, e-pad ar Brezeliou etre Bro-Saoz hag an Izelvroiou , er XVII vet kantved . Kemer a reas perzh ivez e meur a daol-brezel er Mor Baltel hag er Mor Kreizdouar , a-enep morlaeron . Ouzhpenn labourat e servij morlu an Izelvroiou en devoe tro ivez da vezan e servij paramantourien brevez hag e-pad ur pennadig zoken e voe o valumeta war e gont.

Gloazet e voe e-pad emgann Agosta , etre morlu an Izelvroiou ha morlu Bro-C'hall, dirak aodou Sikilia , ha mervel a reas un nebeud devezhiou diwezhatoc'h, d'an 29 a viz Ebrel 1676.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .