한국   대만   중국   일본 
Mell-droad merc'hed - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mell-droad merc'hed

Eus Wikipedia
Melldroaderezed.

Ar vell-droad merc'hed a heuilh dik ar memes reolennou hag ar vell-droad c'hoariet gant paotred. Met hiziv an deiz n'he deus ket c'hoazh ar memes brud hag ar vell-droad evit ar baotred Pelec'h? .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-man
 

Eus an orinou betek bloavezhiou 60. [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar British Ladies' Football Club

Ar merc'hed a c'hoari mell-droad abaoe fin an XIX vet kantved e Bro-Saoz hag e Bro-Skos . D'an 23 a viz Meurzh 1895, dindan ar c'hammel Nettie Honeyball , kabiten ar British Ladies' FC , e voe aozet ur match bamus (Londrez hanternoz a-enep Londrez Su) e Crouch End. Londrez Re ar Su a c'hounezas 7-0 (pe 7-1 hervez tud all).

An 30 a viz Gwengolo 1917 e grog ar c'hentan match mell-droad gwregel e Bro-Frans. Ar match-se a ziskouez div skipailh eus Femina Sport (ur c'hlub mell-droad merc'hed savet e Pariz e 1912). Klubou eus Pariz a aoz ar c'hentan c'hampionad diouzhtu goude ar c'hentan brezel-bed. Ar gevezerezh-se a laosk klubou eus ar Provins dont e-barzh abaoe bloavezhiou 1920-21. Ar c'hounidou a zo pouezus-tre.

Ar c'hentan match etrebroadel a eneb ur skipailh saozneg eus Preston (an Dick-Kerr's Ladies) hag ur skipailh krouet gant ar gwellan c'hoarierezed eus Bro-C'hall a zegouezh an 29 a viz Ebrel 1920. Ar match-se a vod meur a 25 000 sellerien e Manchester . Bro-C'hall a c'hounezas 1-2 hag ec'h echu an troiad c'hentan e Bro-Saoz gant daou drec'h, ur match rampo hag un drec'hidigezh. Merc'hed eus Bro-Saoz a zeuint e Bro-C'hall e Miz Here 1920 evit c'hoari ur match dirak 53 000 sellerien e Goodison Park.

D'ar 5 a viz Kerzu 1921, kevread ar vell-droad a zifenn mell-droad merc'hed. Rak se e voe krouet kevread ar merc'hed pemp deiz diwezhatoc'h. Memestra eo e Bro-C'hall gant Kevread Kevredigezhiou sportel. Bro-C'hall a ver mell-droad merc'hed e-maez ar FIFA. Marv ur c'hoarierez, dimezell C.V. Richards e-pad ur match e 1926 a grenva an difenn-se.

Henri Desgranges (eus keleier L'Auto) a lavare e 1925: "ar merc'hed yaouank a c'hall ober sport etrezo en ul lec'h strizh serret, dizarempredus d'an holl-dud: ya, me zo a-du. Met ma en em ziskouezont e-pad goueliou gant sellerien tro-dro pe ma redont a-drenv ur volotenn er prad hep mogeriou tev en-dro, se zo un dra dic'houzanvus"

Kampionadou mell-droad merc'hed e Bro-C'hall (gant ar Femina Sport peurgetket) a echu e 1933. Daoust ma oa renadur Vichy a-du gant ar sportou merc'hed e tifenn strizh ar mell-droad ouzh ar merc'hed e 1941. Ar vell-droad a dremen da bezan "noazus evit ar merc'hed"

Goude an eil brezel-bed an nebeut merc'hed a c'hoari mell-droad c'hoazh met ret e vefe gortoz eil hanter ar bloavezhiou 60 evit gwelout nevezidigezh mell-droad gwregel. E 1969-1970, ar gevreadou eus Bro-Saoz, Bro C'hall ha Bro-Alamagn a anavez ar mell-droad gwregel. Kont a reer 2 170 aotreeien er FFF er bloaveziou 70-71 ha goude 4900 ar bloavezhiou da heul. El live broadel e vez aozet ar c'hib kentan e Europa e 1969 gant skipailhou Bro-Saoz , Danmark , Bro-Frans hag Italia . Met ar vell-droad merc'hed ne oa ket anavezet evel ur sport ofisiel gant ar FIFA hag ar UEFA : rak-se e vefe ur gevezerezh diofisiel. El live bedel e c'hoarvez ar c'hrib kentan vell-droad ar bed e miz gouere 1970.:ur wech all,e vefe ur gevezerezh ≫diofisiel ≫. Goude ur bern aozaduriou e giz-se e tiviz e 1984 an UEFA hag ar FIFA aozan kevezadegou "ofisieloc'h") evel ur c'hib mell-droad merc'hed hag ur c'hampionad mell-droad merc'hed en Europa

Mell-droad a-vreman [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-drugarez d'he nevezidigezh er fin ar bloavezhiou 60 e c'halle aozan ar vell-droad gwregel ar memes kevezerezhiou eget ar paotred. Da skouer, kampionadou broadel, gant klubou ha skipailhou broadel. En Europa e vefe frammet gant ar gevreadou broadel met e Stadou Unanet e vefe posupl a-drugarez d'ar sport-skol ha d'ar skoliou-veur. D'an 23 a viz Even 1972 e vez sinet an "titl IX": un dra pouezus e oa evit sikour (gant arc'hant) ar sport gwregel er skoliou hag er skoliou-veur er Stadou Unanet. Ar vell-droad a ra e vad eus ur sikour-se; met c'hoariet e vefe gant ul live uhel e-barzh un nebeud skoliou-veur nemetken (da skouer North Carolina Tar Heels dreist-holl). Meur a vilion c'hoarierezed a zo vakted: gwelout a ra ur skipailh broadel a c'houn div c'hib vell-droad ar bed e 1991 hag e 1999, teir medalenn aour hag ur vedalenn arc'hant e-pad ar bevar tournamant olimpek.(1996 ha 2008). An tournamant olimpek merc'hed a ziskouez ar skipailhou gwellan, hep oad resis hag a zeu da vezan un emgav pouezus war an deiziadur sportel adal 1996.

Europa ha Su-Amerika,ne chom ket dioberiant:divizout a reont ober evel ar paotred.:kevezadegou broadel gant ul live muioc'h-mui uhel a zo aozet gant ar gevreadou a genstag ur skipailh gwregel broadel e-barzh o skipailhou broadel. Norvegia,trec'hour c'hib ar bed 1995 ha div wech kampion european(e 1987 ha 1993) ha Bro- Alamagn,peder wech kampion european eus 1989 betek 1997 gant c'hoarierezed atav niverusoc'h a zo skipailhou gwellan ar fin XX Kantved. Norvegia a gil goude krak a-drenv broadou evel Bro-Saoz, Sveden, ha Bro-C'hall en Europa,Brazil e Su-Amerika ha Sina en Azia. E-keit-se, Bro-Alamagn a c'hoari e vestr er bed holl o c'hounit kibou vell-droad ar bed e 2003 ha e 2007 ha daou anviou european e 2001 ha 2005.

Ur renkadur ar skipailhou gwellan vell-droad gwregel a vo embannet gant ar FIFA a-benn peder wech ar bloaz abaoe miz gouere 2003. Ar renkadur-se a zo mestroniet gant ar Stadou Unanet ha bro Alamagn abaoe meur a-vloaz.

Kevezadegou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .