한국   대만   중국   일본 
Mauretania - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mauretania

Eus Wikipedia

Rouantelezh Mauretania
Flag
110 kt J-K  ?  40
Location of Mauretania
Location of Mauretania
Ker-benn Dianav
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet 110 kt J-K
 - mont a ra d'ur brovins romanek 40


Ur rouantelezh verber war aod Norzhafrika e oa Mauretania (anvet diwar anv ar meuriadou Mauri a roas o anv d'ar Vaoured diwezhatoc'h). En em ledan a rae war kornog Aljeria , ar Plaza de soberania spagnol hag hanternoz Maroko . Ne oa ket diazezet rouantelezh Mauretania e-lec'h m'eman Maouritania hiziv war aod ar Meurvor Atlantel e su Sahara ar C'hornog .

Gant emled an Impalaeriezh roman e teuas Mauretania da vezan ur rouantelezh suj. Roma a anvas enni ar roue suj Juba II eus Numidia . Pa varvas Juba e 23 e savas e vab Ptolemaios Mauretania war an tron en e lec'h. Desavet e oa bet Ptolemaios e doare ar Romaned . E 40 e voe lazhet gant Caligula a zivizas stagan Mauretania da vat ouzh an Impalaeriezh evel ur brovins roman e 42 dindan ur gouarnour impalaerel (ha neket unan a-berzh ar Sened ).

Er I an kantved e tivizas an Impalaer roman Glaoda Ian rannan Mauretania e div lodenn etre Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana a-hed linenn ar ster Mulucha (Muluya) e-tro 60 km er c'hornog da ker Oran hiziv :

Un Impalaer eus Roma zo bet genidik eus Mauretania : ar marc'heg Macrinus , a dapas krog er galloud goude muntr Caracalla e 217 , nemet trec'het e voe d'e dro ha lakaet d'ar marv war urzh an impalaer Elegabalus er bloaz war-lerc'h.

A-c'houde Tetrarkiezh an Impalaer Diokletian ( 293 ), e voe rannet ar vro e teir frovins pa voe tennet ar vro reteran vihan Sitifensis diouzh Mauretania Caesariensis.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mammennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

(da glokaat)

  • (de) Westermann, Großer Atlas zur Weltgeschichte