Matthias Platzeck

Eus Wikipedia
Matthias Platzeck

Bet ganet d'an 29 a viz Kerzu 1953 e Potsdam e oa Matthias Platzeck e penn Strollad Sokial-demokrat Alamagn (pennlizherennou alamanek : SPD) eus 2005 betek 2006 .

Pa veze ur Republik Demokratel Alamagn (RDA), e dad a oa mezeg e Potsdam (Reter Alamagn) ha Matthias Platzeck a yeas ivez gant studiou war ar skiantou . Didrouz e kasas e vuhez evel ijinour . Evit ar ger e laboure hag gant tachenn an endro e plede dreist-holl.

Pa gouezhas moger Berlin avat ( 1989 ) ez eas gant ar strolladou nevez a oa savet a-enep ar riez komunour . Er C'hevre Glas e oant bodet.

E miz Meurzh 1990 e voe dilennet evel kannad an Emglev-90-ar re C'hlas e parlamant diwezhan Republik demokratel Alamagn. War anv ar memes strollad ez eas ur nebeud miziou da c'houde e parlamant rannvroel ar Brandenburg . Ministr an Endro el land -man e voe kazi diouzhtu war-lerc'h.

Ne savas ket a-du gant ar c'henteuzin etre ar re C'hlas eus ar c'hornog ha re ar reter. Etre daou e chomas hag e 1994 e reas e sonj mont gant ar SPD.

E 1998 ez eas da vaer Potsdam hag e miz Mezheven 2002 da benn al Land diwar un emglev SPD- Unaniezh kristen-demokratel (pennlizherennou alamanek : CDU).

E 2004 e voe ar prezidant nemetan eus ul land renet gant SPD a voe dilennet en-dro.

D'ar 15 a viz Du 2005 ez eas da benn SPD, war-lerc'h Gerhard Schroder . D'an 10 a viz Ebrel 2006 e kemeras e retred.