Matilda Toskana

Eus Wikipedia
Matilda Toskana
An Impalaer santel Herri IV daoulinet dirak Matilda Toskana, a-wel da Hugues de Cluny

Matilda Toskana , anavezet ivez evel Mathilde Briey pe Matilde di Canossa en italianeg abalamour d'he c'hastell, lesanvet la Gran Contessa "ar Gontez Veur" (war-dro 1046 - 24 a viz Gouhere 1115 ) a oa ur brinsez italian a orin frank , skoazellerez ar bibion e-pad Tabut an Anvidigezhiou ( 1075 ? 1122 ).
Bez' e voe unan eus ar merc'hed a bouez en istor ar Grennamzer en Europa .

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Merc'h e oa d'ar markiz Bonifatius III Toskana ha da Veatris Loren  ; he mamm a oa merc'h da Frederig II , dug Lotaringia Uhel ha da Vatilda Swabia .
E 1071 e timezas da C'hodefroid III an Tort († 1076 ), Dug Loren-Izel, hag en 1089 da Welf II Bavaria , met dizimezin a reas en 1095 .
E 1077 eo e porzh he c'hastell e Canossa e voe graet pinijenn gant Herri IV an Impalaeriezh Santel p'en em gavas gant ar pab Gregor VII .
Kontez Briey ( Briey ) e oa ivez ha diazezerez abati Orval .
E 1115 e varvas Matilda. Kaset e voe he c'horf da Roma ha beziet e penniliz Sant-Per e-kreiz ar XVII vet kantved .

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]