Marion Eames

Eus Wikipedia

Marion Eames ( Gwladys Marion Griffith Eames , ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1921 ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 2007 ) a oa ur skrivagnerez kembraek .

He buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e voe Marion Eames e Birkenhead , e Cheshire , en ur familh Kembreiz, ha desavet e voe e Dolgellau , e Meirionnydd . Un eil yezh e voe ar c'hembraeg eviti neuze.

Kavout a reas labour e levraoueg Dolgellau ha goude-se e hini Skol-veur Aberystwyth . Dre he labour en em lakaas da lenn levriou kembraek ha da wellaat he c'hembraeg. En em lakaat a reas da skrivan pennadou kembraek ha saoznek evit kelaouennou Plaid Cymru e Dolgellau. Priziou a dapas evel kanerez ha telennourez en eisteddfodou Caerffili (1950), Aberystwyth (1952) ha Llangefni (1957). Mont a reas da Londrez da studian sonerezh, evit dont da vezan kelennerez sonerezh. E Londrez e timezas gant ur c'hazetenner ha dont a rejont en-dro da Gembre da vevan. En em lakaat a reas neuze da labourat evit abadennou radio ar BBC e Kerdiz . E-pad ur pennad e voe unan eus ar re a skrive istoriou Pobol Y Cwm evit ar skinwel.

E-keit-se e kendalc'he da skrivan war he amzer vak. Embannet e voe he levr kentan, Y Stafell Ddirgel , e 1969, ha degemeret mat e voe gant al lennerien hag ar skridvarnerien. Diwezhatoc'h e voe graet ur film gantan. Meur a romant all a savas evit an oadourien koulz ha levriou evit ar vugale.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Romantou oadourien [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Y Stafell Ddirgel (1969)
  • Y Rhandir Mwyn (1972)
  • I Hela Cnau (1978)
  • Y Gaeaf sydd Unig (1982)
  • Seren Gaeth (1985)
  • Y Ferch Dawel (1992)

Levriou bugale [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Sionyn a Siarli (Christopher Davies, Abertawe, 1977)
  • Sionyn a Siarli a'r Bws Hud
  • Duwies y Llyn (2000)
  • Baner Beca (2004)

Traou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • A Private Language? (1997) (diwar-benn al lennegezh kembraek)

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]