한국   대만   중국   일본 
Marilyn Monroe - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Marilyn Monroe

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-man diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Marilyn Monroe (Norma Jane Mortenson pe Baker) a oa un aktourez stadunanat bet ganet d'ar 1an a viz Even 1926 hag aet da anaon d'ar 5 a viz Eost 1962 .

Ganet eo bet Monroe e Los Angeles , e Kalifornia . Goude ur bugaleaj paour ec'h euredas da 16 vloaz ha kregin a reas da labourat en ul labouradeg kirri-nij. Du-se e kejis ouzh ul luc'hskeudenner ha da labourat evel un diskouezerez-giz e krogas-hi. Melenin a reas he blev ha buan-buan e voe dizoloet gant greanterezh ar sinema . Kregin a reas da implijout anv-leur Marilyn Monroe e 1948 pa sinas he feur-emglev kentan.

Dezhi a vezed o rein dreist holl perzhiou a gaerennou yaouank hegredik met hoalus. Se a oa ar pezh a c'hortoze an arvesterien ha pa esaeas da c'hoari ur perzh liesekoc'h (evit skour e The prince and the showgirl ) ne voe ket heuliet ganto.

Div wech ec'h euredas, gant ar sportour Joe DiMaggio ha goude gant ar skrivagner Arthur Miller . Dizimezin a reas digantan avat e-pad trein he film diwezhan The Misfits , a oa bet e senario skrivet gant Miller.

Da 36 vloaz eo marvet Marilyn Monroe en he zi e Los Angeles goude bezan lonket un doenad krenv a louzeier.

He bugaleaj [ kemman | kemman ar vammenn ]

N’eo ket bet anavezet he zad ganti. Lakaet eo bet Norma en ur familh degemer un nebeud devezhiou war-lerc’h he ganedigezh. Dont a raio he mamm d’he gwelet ur wezh an amzer, diaes eviti derc’hel Norma geti dre m’he deus graet meur a chomadenn en ospital ar bred. Ur bugaleaj diaes-kenan he deus bet ar plac’hig. He 7 vloaz kentan a dremenas mat a-walc'h, he mamm kavet trawalc’h a argant geti evit desevel Norma, a zegemeras anezhi en-dro betek ma zafe en-dro d'an ospital. Neuze e voe Norma lakaet e meur a familh degemer dishenvel pe e tiez emzivaded. Un nebeud blezadou war-lerc’h e c’houlennas Grace ur vignonez d’he vamm gward Norma, mont a reas Norma da vevin gant Grace, he gwaz hag he bugale.

He faziou kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da 16 vlez e timezas Norma get Jim Dougherty, 5 blez brasoc’h egeti. Ur seurt eured kempennet get Grace e voe. Lidin a rejont o eured d’an 19 a viz Even 1942 . Norma a grogas da vezan emren, met pa grogas ar brezel e teuas Jim da vezan Marin. Kavout a rae hir hec'h amzer heptan. Ar vaouez a gavas labour: ober ar-dro an urzhiou-lamm en R. Planete CO. Du-se e voe Norma remerket get un tenner-poltriji evit pozin evit ar c’hentan bajenn eus ≪ frank ≫ ar gazetenn ganadian,d’ar 26 a viz Even 1945 ez eas er-maez ar gelaouenn, ar pezh a roas dezhi spi enni. Norma en em ginnigas e ti Jak anvet “Blue Book” eus Emmelin Snively. Dont a reas da vezan meleganez dindan ali Emmeline hervez ar vaouez a roas un neuz “Flemmus” dezhi. Diaes e voe eviti kevredin he buhez santimantel hag e labour, goulenn a reas an disparti, a voe ofisializet d’an 2 a viz Here 1946 . Dont a reas da vezan Norma brudet, gwelet e voe anezhi e bep seurt kazetennou. Miss Snively a aozas un emgav get Ben Lyon tutaer a vicher en 20th Century Fox (un embregerzh a brodu filmou brudet meurbet) hag a aotreas un taol-esae dezhi, hervez ar paotr eo he leun a ferzhiou mat hag e c’hellfe ober ul labour vat, ≪sex-appeal≫ a oa enni. A-drugarez da Daryl Zanuck e voe lakaet Norma da sinin ur c’hontrad. Roet e voe un anv nevez dezhi, ne voe ket mui anvet Norma Jeane met Marilyn Monroe, Marilyn en enor d’an aktorez Marilyn Miller ha choazet e voe Monroe get Norma dre ma oa anv he mamm-gozh. C’hoari a reas Marilyn roliou bihan evit ar Fox, he c’hontrad ne voe ket adnevesaet. Sinin a reas un esae d'ar 6 viz get "Colombia" e-lec’h ma c’hoarias roliou eil renk e-barzh heuliadennou B. E-pad an amzer-se e heulias kenteliou arz dramatikel ha distilh. Ur wezh echu he 6 miz e "Colombia" he voe Marilyn e dilabour, neuze ec'h asantas pozin evit kazetennou pe reportajou poltriji el an hini get Tom Kelley hag a reas ur reportaj hag a stronsas an holl, un deiziataer e-lerc’h ma boze Marilyn en noazh.

Marilyn er sinema [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1950 e tibabas Groucho Marx anezhi evit c'hoari e-barzh “Love Happy” ur film amerikan c’hoariet gant David Miller ha Leo McCarey, hervez an dud he doa “bravan revr ar vicher !”. Bevan a reas gant Johnny Hyde un ajant pouezus e metou ar filmou, hervez ar brudou e veze laret e oant e karantez hag en doa Johnny, evel raktres euredin ganti, Marilyn ne asantas ket. Gouestlan a reas Johnny, Marilyn evit ar film gant John Huston , “Asphalt Jungle” e ditl. Pa'z eas er-maez ar film e voe berzh-mat evit Marilyn. Ar "Fox" a ouestlas en-dro Marilyn hag e voe lanset he micher. Betek ma zafe er-maez strons an deiziater m' he doa pozet en noazh evit Tom Kelley e 1952 . Goulenn a reas ar "Fox" diganti nac’han e oa-hi war ar poltriji. Nac’han a reas fichan gevier d’ar publik, en em zisplegan a reas gant “ezhomm am boa arc’hant”. Kemeret e voe an deiziataer evel un dra liboudennek, berziet e voe ar skignadur e stadou'zo, hag e voe lakaet er-maez unan all e-lec’h ma voe treset dilhad war ar poltred orin.

E penn-kentan 1952 , e kejas ouzh Joe DiMaggio, idol ar base-ball. Euredin a rejont d’ar 24 a viz Genver 1954 , Met Joe a voe lakaet diaes get Brud Marilyn, sell ar baotred warni, he dilhadou atahin, hag e c’houlennas an disparti d’ar 27 a viz Here 1954 . Marilyn a hunvree doc’h un tiegezh, bugale, ur vuhez normal. Ar pezh a zo diaes da unvanin get he labour evit ur plac’h a reseve tro-dro 250 goulenn euredin ar sizhun. Sonjal a rae Marilyn remediin doc’h he brud, mont a reas da New York evit heulian kenteliou an “Actor Studio” renet get Lee Strasberg. Un deskourez vat a oa-hi.

Amzeriou diaes evit Marilyn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er c’houlz-man e veze gwelet Marilyn get Marlon Brando. Hag er memes-tro e krogas da zarempredin Arthur Miller, oberer reuzeudik, dimezet ha tad 2 vugel. Kaout a reas an disparti d'an 11 a viz Genver 1956 , ha dimezin geti d’an 29 a viz Even 1956 . Kemman kredenn a reas Marilyn hag e teuas da vezan yuzev. An hanv 1956 tremenet en Amagansett a voe mare plijusan ha eurusan eviti eus he buhez a-bezh. E miz Gouere e tizoloas e oa dougerez, Marilyn plijet get ar sonj bout mammig, e voe he gwallerus anav eo ur faos-dougen. Beuzet e voe Marilyn Monroe en un ziwaskadenn, ha savetet e voe eus daou overdoz.

Micher skrivagner Miller a redie anezhan d’ur zigenvez, e penn-kentan asantet get e vaouez, hag ar lerc’h ur pennadig e tirenkas anezhi, neuze ec'h asantas c’hoari er film ≪Some like it hot≫. War ar bladenn-filman an holl a gav anezhi torr-penn get he froudennou, hag he daleou. E fin miz Kerzu e reas Marilyn ur faos-dougen arall, brud ar film “Some Like it Hot” ne reas mann ebet dezhi ha kenderc’hel a reas get he diwaskadenn. Krogin a reas ar c'hudennou d’en em ziskouez en he c'houblad. E-pad filman ar film “Let’s Make Love” ur brud a zo arnezhi eman o tarempredin get Yves Montand un aktor, kaner ha dansour brudet er bed. Met gwiroc’h eo he doe ur bik-kalon evitan met ne oa ket kemm-ouzh-kemm. E-pad filman “The Misfits” skrivet get Arthur Miller a-ratozh evit Marilyn, e voe o c’houblad en em diempredin. Dispartiin a rejont e miz Du 1960 . Hag e voe ofisiel d’an 20 a viz Genver 1961 . Heuliin a reas Marilyn en-dro un diwaskadenn, ober a reas ar vaouez meur a chomadenn en ur glinikenn, drougimplijin an alkol hag ar louzou a reas Marilyn.

E penn-kentan ar blezad 1962 e veze lavaret he doa Marilyn un istor karantez get Robert Kennedy, ur politikour. Ar pezh a roas startijenn dezhi, hag e voe c’hoariet geti ur film arall. Posupl eo he defe bet un istor get ar prezidant Kennedy.

Harzet e voe filman “Something got to give” e miz Even 1962 , dre ma oa Marilyn skuizh-marv ha ne c’helle ket kenderc’hel get ar film. Ret e voe dezhi ha d’he mignon Dean Martin paean ur sammad arc’hant d’ar Fox evit torr ar c’hontrad.

Kanourez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Estreget aktorez ha diskouezerez-c'hiz e oa Marilyn, rak aktourez e oa ivez; kanet he deus war-dro 30 kanaouenn, "Do it Again", "When I Fall You" en o zouesk. Enrollet he deus sonennou evit filmou zo evel "Bye Bye Baby" er film "Gentlemen Prefer Blondes" pe c'hoazh "Specialzation" er film "Let's Make Me Love".

He marv [ kemman | kemman ar vammenn ]

D’ar 5 a viz Eost 1962 beure e voe kavet Norma Jeane, lesanvet Marilyn Monroe, marv en he zi e Los Angeles. Douaret e voe Marilyn d'an 8 a viz Eost e “Westwood Memorial Cemetery” e Los Angeles.

Un nebeud bloavezhiou war-lerc'h he marv, klozet evel un emlazh, en deus bred-mezeg Marilyn, Ralph Greenson, roet bandennou enrollet e-pad o emgaviou d'ar prokulor John Miner, evit ma rafe-en e enklask war marv Marilyn. Hervez an aotrou Miner e tiskouez ar bandennou-se eo bet drouglazhet Marilyn, peogwir e oa leun a raktresou resis evit he buhez : Lee Starsberg en deus roet arc'hant da Varilyn evit ma c'hoarife perzhiou gant Shakespeare. Hervez John e voe ouzhpennet sustansou a lakaas ar plac'h da gousket betek mervel. Met ne vo ket dalc'het sonj eus ar muntr dre m'eo bet nac'het gant mouezh Ralph Greenson bezans an enrolladuriou.

Kanaouennou enrollet [ kemman | kemman ar vammenn ]


"Ladies of the chorus" eus film Ladies of the Chorus" e 1948
"Every baby Needs a Da Da Daddy" eus film "Ladies of the Chorus" e 1948
"Anyone Can See I Love You" er film "Ladies of the Chorus" e 1948
"Kiss" eus film "Niagara" e 1953
"She Acts Like a Woman Should" e 1953
"When I fall In Love" e 1953
"A Fine Romance" e 1953
"Do It Again" e 1953
"Diamonds Are a Girl's Best Friends" er film "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
"Bye Bye Baby" er flm "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
" When Love Goes Wrong" er film "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
"Two Girls From Little Rock" er film "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
"The River Of Return" er film "River of No Return" e 1954
"One Silver Dollar" er film "River of No Return" e 1954
"I'm Gonna File My Claim er film "River of No Return" e 1954
"Down In The Meadow" er film "River of No Return" e 1954
"Lazy" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"You'de be surprised" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"Heat wave" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"A Man Chases a Girl" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"After You Get What You Want, You Don't Want It" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"There's No Business Like Show Business" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"That Old Black Magic" er film "Bus Stop" e 1956
"I Found a Dream" er film "The Prince and the Showgirl" e 1957
"I Wanna be Loved By You" er film "Some Like it Hot" e 1959
"Runnin' Wild" er film "Some Like it Hot" e 1959
"I'm Thru With Love" er film "Some Like it Hot" 1959
"Some Like It Hot" er film "Some Like it Hot" 1959
"My Heart Belongs to Daddy" er film "Let's Make Love" e 1960
"Specialization" er film "Let's Make Love" e 1960
"Let's Make Love" er film "Let's Make Love" e 1960
"Incurably Romantic" er film "Let's Make Love" e 1960
"Happy Birthday, Mr President"

Filmou [ kemman | kemman ar vammenn ]


"The Shocking Miss Pilgrim" sevenet get George Seaton e 1947
"Dangerous Years" sevenet get Arthur Pierson, e 1947
"You Were Meant for Me", sevenet get Lloyd Bacon, e 1948
"Scudda Hoo! Scudda Hay!", sevenet get Hugh Herbert, e 1948
"Green Grass of Wyoming", sevenet get Louis King, e 1948
"Ladies of the Chorus", sevenet get Phil Karlson,e 1948
"Love Happy", sevenet get David Miller,e 1949
"A Ticket to Tomahawk" svenet get Richard Sale, e 1950
"Right Cross", sevenet get John Sturges, e 1950
"The Fireball", sevenet get Tay Garnett, e 1950
"The Asphalt Jungle", sevenet get John Huston,e 1950
"All About Eve", sevenet get Joseph L. Mankiewicz, e 1950
"Let's Make It Legal", sevenet get Richard Sale, e 1951
"Home Town Story", sevenet get Arthur Pierson, e 1951
"As Young as You Feel", sevenet get Harman Jones, e 1951
"O. Henry's Full House", sevenet get Henry Koster, e 1952
"Monkey Business", sevenet get Howard Hawks, e 1952
"Clash by Nigh", sevenet get Fritz Lang, e 1952
"We're Not Married!", sevenet get Edmund Goulding,e 1952
"Don't Bother to Knock", sevenet get Roy Ward Baker, e 1952
"Niagara", sevenet get Henry Hathaway, e 1953
"Gentlemen Prefer Blondes" sevenet get Howard Hawks, e 1953
"How to Marry a Millionaire", sevenet get Jean Negulesco, e 1953
"River of No Return", sevenet get Otto Preminger, e 1954
"There's No Business Like Show Business", sevenet get Walter Lang, e 1954
"The Seven Year Itch", sevenet get Billy Wilder, e 1955
"Bus Stop", sevenet get Joshua Logan, e 1956
"The Prince and the Showgirl", sevenet get Laurence Olivier, e 1957
"Some Like It Hot", sevenet get Billy Wilder, e 1959
"Let's Make Love", sevenet get George Cukor, e 1960
"The Misfits", sevenet get John Huston, e 1961
"Something's Got to Give" sevenet get George Cukor, e 1962


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .