한국   대만   중국   일본 
Marc'hegezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Marc'hegezh

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-man diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Krenv e vez al liamm etre ar marc'heger hag e loen. Marc'hegezh eo ar sport hiniennel nemetan ma ranker bezan daou.

Marc'hegezh pe marc'hegan a zo mont war gein ur marc'h , ur poned pe c'hoas un azen, ur mul; evit henchan anezhan.
Gwechall e oa un doare da veajin ha d'ober brezel , hiziv eo ur sport, un arz met dreist-holl un dudi.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Prouet eo bet e veze pleustret ar marc'hegan er c'harrier e 1500 a-raok J.K. E Gres gwechall e veze "labouret" ar c'hezeg evit ma teufent da vezan sentus hag aes da embregan. Met ne oa nemet er 16vet kantved e oa savet ar skoliou marc'hegan kentan. E Bro-C'hall e veze taolet muioc'h a evezh ouzh ar skanvder hag an arz, tra ma vezo taolet evezh ouzh ar c'henurzhierezh e Bro-Alamagn. Pa dreser, ne ranker ket disonjal eman pep tra un c'hoari a gizidigezh. Arabat chom difinv war ur marc'h, ar c'hontrol eo ret ober hep ehanan. Bez e ranker adgoulenn, kampan .. dre luskigou tost diverz, met ar marc'h, en, a sant anezho.

Ur sport, un dudi met dreist-holl un arz [ kemman | kemman ar vammenn ]

War un dro ez eo ar marc'hegan ur sport hiniennel, met war un dro all ez eo ur sport graet a-zaou : al loen hag ar marc'heger. Ul liamm a vez savet etre an daou evit gellout ober unan hepken. Evit ober berzh e rank ar c'houblad kaout fizians ha doujans an eil en egile. Lavaret 'vez eo ret d'ar varc'hegourien "komz kezeg". Ur skol voutin a vez er marc'hegan, diazezou a chom evit an holl met savet 'vez doareou all. Prederiet int war doareou sonjal all hag doareou dishenvel d'ober e-kenver ar c'hezeg (da skouer Nuno Oliveira , Michel Robert ...)

Rummadou evit c'hoantou liesseurt [ kemman | kemman ar vammenn ]

Arthur Welsh King, ur marc'h a vicher gant disoc'hou sportel kaer, an darn vrasan e KKM. Aman war ur roudour en ur genstrivadeg KKM.

Ar marc'hegan eo ar sport nemetan ma kenskriv ar baotred hag ar merc'hed war ar memes par.

Leun a rummadou a zo er marc'hegan, setu e chench an doareou ober ha sonjal hervez ar pezh 'vez graet.

An dudi marc'hegouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tremen a reont war techennou goursou, ar rummad ma vez kavet tout ar redadegou kezeg. Ar pal eo mont ar buanan posupl hag erruout a-raok ar re all. Redet 'vez an holl asambles. Redadegou dishenvel 'zo :

Redadegou d'an drot

  • An drot sterniet : azezet eo ar marc'heger war ur sulky .
  • An drot pignet : azezet eo ar marc'heger war gein al loen.

Redadegou d'ar galoup

  • kompez : Galoupet 'vez war hirderiou a za eus 800 da 4000 metr. Ret eo erruout an hini kentan.
  • Lammat : Ret eo erruout an hini kentan en ur vont ar fonnusan met diaesoc'h eo rak ret eo lammat dreist harzou naturel.
  • Redadegou a-strollad : Ret eo redek ar buanan posupl gant ar c'hezeg, ur marc'heger war e gein. Ar re wellan a zo dalc'het evit desevel ebeuliou a redo buanoc'h-buanan.


Ar sportou marc'hegan [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • An eun denn-gezeg : kezeg a denn ur c'harr-samm.
  • Ar redadegou padus.
  • Ar pleustrin (dressage).
  • Ar reining.
  • Al lamm-nij.
  • Ar CSO (kenskrivadeg lammat)
  • Ar CCE (pe KKM : kenskrivadeg klok marc'hegan)


Darshan, an abadenn nevez savet gant Bartabas, ur c'hoari gant ar goulou / skeudou.

Ar marc'hegan evit an dudi [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar marc'hegan evit an dudi a zo sur a-walac'h ar rummad marc'hegezh graet ar muian. Gallout a reomp en ober en ur greizenn marc'hegan pe gant hor c'hezeg. Ne c'hellomp ket jedin an niver a dud a vez o varc'hegan evit an dudi, rak n'eus ezhomm na bezan en ur c'hlub nag en ur gevredigezh. Ar marc'heger a c'hell pourmen, evel ma ra an dud pa'z eont war droad pe war varc'h-houarn ...


An abadennou marc'hegan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwechall ne oa nemet un neubeut abadennou marc'hegezh, dreist holl sirk. Araokadennou zo bet, breman e vez muioc'h muian a strolladou marc'hegezh nemetken. Savet int gant an holl rummadou, eus ar pleustrer uhelan, betek ur marc'hegezh graet hep dibr na netra ... E Bro-C'hall, er bloavezhiou 1980, e savas ur stollad marc'hegezh anavezet Bartabas ( Zingaro ), lakaet o deus en a-raok ar seurtou abadennou-se.


Ar KKM (kenskrivadeg klok marc'hegan) [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar genstrivadeg klok marc'hegan (KKM) [CCE (concours complet d'equitation)]a zo ur sport hag ivez ur rummad olimpek abaoe C'hoariou Olimpek Stockholm e 1912. En orin eo bet krouet ar rummad-se da prizian ar c'hezeg evit an armead. Chenchet en deus tamm ha tamm evit dont da vezan ur rummad gwirion hag diskleriet.

Rannet eo ar genstrivadeg e tri zamm :

  • Al lammat. (CSO)
  • Ar pleustrin. (Dressage)
  • Ar c'hros. (Cross)



Logo kevredigezh c'hall ar marc'hegan, FFE

Ar marc'hegan e Bro-C'hall [ kemman | kemman ar vammenn ]

E Bro-C'hall ez eus ouzhpenn ur milion a varc'hegerien ; an hanter en o zouez o deus ul lisans gant kevredigezh c'hall ar marc'hegan, an FFE (600 805 pleustrer e 2008). Ar goprer kentan er gennad sportel eo ar marc'hegan, 60 000 a implijidi evit 6 000 kreizenn marc'hegan ha 50 000 a zesaverien kezeg. War-dro 200 000 a gezeg ha poneed a vez er c'hreizennou marc'hegan, d'an niver-se e vo ouzhpennet ar c'hezeg a vez e ti an dud dibar. Krouet eo bet ar FFE e 1921. Bro-C'hall eo ar vroad kentan evit an touristerezh war varc'h.

War live ar sporchou, e vez aozet 5 000 genstrivadeg bep bloaz. Kevredigezh c'hall ar marc'hegan eo ar pedervet kevredigezh olimpek dre a niver a dud lisansiet. Ar marc'hegan sportel en deus gounezet dija teir medalenn olimpek ha tregont abaoe krouidigezh ar C'hoariou Olimpek .