Manhattan

Eus Wikipedia

Manhattan
borough of New York City
Deiziad krouin 1624   Kemmañ
Anv ofisiel Manhattan   Kemmañ
Anv er yezh a orin Manhattan   Kemmañ
Treuzskrivadur API mæn?hæt?n   Kemmañ
Anvet diwar Manhattan   Kemmañ
Anv annezidi manhattaniti   Kemmañ
Stad Stadou-Unanet   Kemmañ
Ker-benn talvoud ebet   Kemmañ
E tiriad New York   Kemmañ
Gwerzhid-eur Eastern Time Zone , UTC?05:00 , UTC?04:00   Kemmañ
War ribl East River , Hudson (ster) , Upper New York Bay , Harlem River , Spuyten Duyvil Creek   Kemmañ
Daveennou douaroniel 40°43′42″N 73°59′39″W   Kemmañ
Penn an aotrouniezh Gale Brewer   Kemmañ
Coextensive with New York County   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez Gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo 2001   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel http://manhattanbp.nyc.gov/html/home/home.shtml   Kemmañ
KML file Template:Attached KML/Manhattan   Kemmañ
Dezverket dre congestion pricing   Kemmañ
Poblansouriezh an danvez demographics of Manhattan   Kemmañ
Kod pellgomz an takad 212 , 646 , 917   Kemmañ
Category for the view from the item Category:Views from Manhattan, New York City , Category:Views from automobiles in Manhattan, New York City   Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennou Category:Maps of Manhattan, New York City   Kemmañ
Map
Lec'hiadur Manhattan e ker New York
Gwel eus Manhattan.

Manhattan (distagadur: [mæn?hæt?n] ) a zo unan eus ar pemp borough (rannger velestradurel) a ya d'ober ker New York er Stadou-Unanet . An hini bihanan anezho eo, met an hini stankan ar boblans ennan, hag ivez an hini pinvidikan. Ur plas arc'hantel bras eo, hag eno eman Wall Street hag an New York Stock Exchange . Ur bern skraberiou-oabl a zo, gant ar re vrudetan evel an Empire State Building hag an One World Trade Center a gemer lec'h ar World Trade Center distrujet gant gwalldaoliou d'an 11 a viz Gwengolo 2001 . Er New York City Hall ( ≪ Ti-ker New York ≫ ) eman sez Gouarnamant ar ger. Skoliou-meur brudet zo ivez, evel Columbia University, New York University ha Rockfeller University.

Henvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz konsuldiou ha sez ar Broadou Unanet a gaver eno. E China Town eman an niver brasan a Sinaiz er C?hornog. Lec'h touristelan ar Mell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017, [1] . Ar mirdiou brudetan eo ar Metropolitan Museum of Art , ar muzeom amerikan istor naturel hag ar Museum of Modern Art (MoMA). Time Square , Central Park ha Grand Central Terminal eman e-touez an dek lec'h ar muian gweladennet er bed.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra an anv eus ar ger mounseek manahahtaan hag a dalv ≪ enezenn stank he zorgennou ≫ moarvat.

Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus ar Provinsou-Unanet e 1624 . Prenet e voe da Ameridianed hag anvet Amsterdam Nevez e 1626 . Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e 1664 , hag e voe adanvet New York pa voe roet an douarou-se da Dug York gant e vreur ar roue Charlez II Bro-Saoz .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

C'hoarvezout a ra ar borough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigou. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanan (e-kichen ar 14vet straed).

Yen ha gleb e vez ar goanv, tomm ha gleb an hanv.

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (en) Mayor De Blasio And NYC & Company Announce NYC Welcomed Record 62.8 Million Visitors In 2017 . NYC & Company, Inc (20 a viz Meurzh 2018). Kavet : April 4, 2018 .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .