한국   대만   중국   일본 
Ludovico Ariosto - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ludovico Ariosto

Eus Wikipedia
Ariosto, poltredet gant Tizian
Ariosto, en un daolenn Madonna gant ar sent Jozeb, Yann, Catarina Sienna, Loeiz Toloza ha Lodovico Ariosto , gant Vincenzo Catena , 1512, Berlin

Ludovico Ariosto , ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1474 e Reggio Emilia , ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1533 e Ferrara , a oa ur barzh italianek , brudet evel oberour ar meurgan Orlando furioso . Alfonso Ian d'Este , dug Ferrara, a oa e warezour.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

A renk uhel e oa e dud, met dibeadra a-walc'h. Un deskadurezh vat en doa nemet keuz en doa ne ouie ket gregach (tre evel Macchiavelli ). Abred e rankas ober war-dro deskadurezh e vreudeur ha c'hoarezed ha n'hallas ket tremen kement a amzer ha ma karje bezan graet o studian hag o skrivan barzhoniezh.
En 1504 e krogas da labourat evit ar c'hardinal Ippolito d'Este , mab da dug Ferrara , ha meur a gannadiezh a reas davet ar pab Jul II . Ne fellas ket dezhan heuilhan e vestr da Hungaria avat, ha servij a reas e vreur Alfonso d'Este , dug Ferrara , neuze. Roet e voe dezhan ar garg a c'houarnour e Garfagnana , ur c'hornad meneziek eus Toskana , a oa etre daouarn forbaned ha laeron. En em dennan a reas mat eus e labour, ha mont neuze war e leve gant e serc'h hag e vab da Ferrara, ma weler e di c'hoazh.


An ti ma voe ganet Ariosto

E oberenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-hed e vuhez kargad ne ehanas ket Ariosto da labourat war e bennoberenn Orlando furioso , ur barodienn soutil eus ar barzhonegou marc'heien, kinniget evel un heuliad da oberenn Matteo Maria Boiardo , Orlando Innamorato .

Teir c'haoz veur zo enni:

46 kan zo el levr, anezho gwerzennou bodet e poziou eizh gwerzenn ( stanza ), ha mesket enne kriz ha fentus, dave enne da sevenadur Europa, adalek Homeros betek romantou ar Grennamzer.

En 1516 e voe graet an embannadur kentan, 40 kan ennan, met ne baouezas ket da labourat war e skrid, hag e 1532 e voe un embannadur kresket gant 46 kan.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Troidigezhiou e galleg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ne veneger nemet an embannaduriou divyezhek , abalamour m'eman ar skrid er yezh orin e-barzh. Ar re c'hallek en o hed a gavor er wikipedia gallek.

  • Meur a embannadur gallek e komz-plaen zo bet adal ar XVIvet kantved.
  • Roland furieux , embannadur divyezhek gant Andre Rochon, 4 levrenn, Les Belles Lettres, 1998-2002.

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Robert Durling, The figure of the poet in Renaissance epic , Cambridge, MA: Harvard University Press, 1965.
  • Charles P. Brand, Ludovico Ariosto : a preface to the 'Orlando furioso' , Edinburgh: Edinburgh University Press, 1974.
  • Daniel Javitch, ‘Cantus interruptus in the “Orlando Furioso”’, Modern language notes , 95 (1980), 66-80.
  • Albert R. Ascoli, Ariosto's bitter harmony : crisis and evasion in the Italian renaissance , Princeton: Princeton University Press, 1987.
  • Michel Orcel, Le statut de la fureur et A propos d'un tercet de l'Arioste in Italie obscure , Belin, Paris, 2001.
  • Daniel Javitch, 'The Poetics of Variatio in Orlando Furioso' , Modern Language Quarterly , 2005, 66(1): 1-20.
  • Giuseppe Sangirardi, Ludovico Ariosto , Firenze: Le Monnier, 2006.
  • Giulio Ferroni, Ludovico Ariosto , Roma: Salerno Editrice, 2008.
  • Stefano Jossa, Ariosto , Bologna: il Mulino, 2009.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .