Louis Mountbatten

Eus Wikipedia
Louis Mountbatten

Prins Louis Battenberg , deuet da vout Lord Louis Mountbatten e 1917 ha Kont Mountbatten Birmania, bet ganet d'ar 25 a viz Mezheven 1900 e Frogmore House nepell diouzh kastell Windsor ( Breizh-Veur ), marvet d'ar 27 a viz Eost 1979 e Mullaghmore ( Iwerzhon ), lazhet gant Lu Republikan Iwerzhon . Eontr e oa d'ar Prins Philip Mountbatten , dug Dinedin, pried Elesbed II , rouanez Breizh-Veur, anezhan amiral , penn amiral morlu Breizh-Veur , besroue Indez ha penngouarnour Republik India goude he dizalc'hidigezh e 1947 .