한국   대만   중국   일본 
Loeiz XII (Bro-C'hall) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Loeiz XII (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor . Gallout a rit rein un tamm skoazell, ha kreskin ar pennad : krogit e-barzh !
Loeiz XII
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Frans   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Louis XII   Kemmañ
Anv-bihan Louis   Kemmañ
Anv-familh Valois   Kemmañ
Titl noblans dug , roue Bro-C'hall   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 27 Mez 1462   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Bleaz   Kemmañ
Deiziad ar marv 1 Gen 1515   Kemmañ
Lec'h ar marv Pariz   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Basilica of Saint-Denis   Kemmañ
Tad Charles d'Orleans   Kemmañ
Mamm Maria of Cleves   Kemmañ
Breur pe c'hoar Marie d'Orleans , Anne of Orleans, Abbess of Fontevraud , Joan of Valois, Duchess of Alencon   Kemmañ
Pried Janed Bro-C'hall , Anna Breizh , Mari Bro-Saoz   Kemmañ
Bugel Klaoda Bro-C'hall , Renee Bro-C'hall , Michel Bucy   Kemmañ
Familh Tiegezh Valois   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet galleg   Kemmañ
Micher penndiern   Kemmañ
Karg roue Bro-C'hall   Kemmañ
Relijion Iliz katolik roman   Kemmañ
Priziou resevet Order of Saint Michael   Kemmañ
Deskrivet dre Louis XII, King of France (1462-1515)   Kemmañ
Litterae super abrogatione pragmatice sanctionis , 1512

Loeiz Orleans , pe Loeiz XII , ganet d'ar 27 a viz Even 1462 e Bleaz ( Bro-C'hall ) ha marvet d'ar 1an a viz Genver 1515 e Pariz ( Bro-C'hall ), zo bet roue Bro-C'hall adalek 1498 betek e varv .

Mab e oa da Charles d'Orleans , dug Orleans , ha d'ar brinsez Marie de Cleves (1426-1487) . E dad a oa niz d'ar roue Charlez V . Ne felle ket da Loeiz XI e c'hallje kaout hered , ken e redias anezhan da zimezin gant e verc'h Janed a Vro-C'hall , a oa siek a gorf; a spered avat ne oa ket.

Dont a reas da vezan roue memestra pa chomas divugel Charlez VIII hag Anna Vreizh . Goude torret e zimezin e euredas gant ar rouanez intanvez kenkent ha bloaz kentan e ren.

Bugaleaj [ kemman | kemman ar vammenn ]

Penn Loeiz XII war ur pezh-moneiz gall e 1514

Brezel foll [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1485 , evel dug en ur renk uhel e kemeras penn un emsavadeg noblansou a-gevred gant Fransez II , dug Breizh e-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu , o vezan ma oa ar roue Charlez VIII, ur minor. Trec'het e oant e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488 . Toullbac'het e oa bet Loeiz ha dug Breizh lakaet da blegan dirak Anne de Beaujeu. Anvet eo bet an avantur ar Brezel foll.

Difachan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa yeas Charlez VIII da roue e oant difachet.

Donedigezh d'an tron [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1498 e varvas Charlez VIII a-daol-trumm ha ne oa ket chomet bev nep bugel dezhan ganet diwar ar rouanez Anna Vreizh. Pa oant bet plijet bezan asamblez e kinnigas ar roue nevez Loeiz da Anna Vreizh dimezin gantan. Met evit kas an dimezin da benn e oa ret goulenn an aotre digant ar pab , Alesant VI Borgia , a ranke terrin e eured kentan gant merc'h Loeiz XI. Emglev a voe etre ar roue hag ar pab . Kas a reas Alesant VI e vab Cesare Borgia da Vro-C'hall gant an aotre ken gortozet ha roet e voe dezhan, en eskemm, un dugelezh e Bro-C'hall (dug Valentinois e voe anvet) evit e boan hag aberzhet e voe ur brinsez, Charlotte d'Albret , a voe lakaet da zimezin gantan.

Dimeziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Teir gwech e timezas.

D'an 8 a viz Genver 1499, ec'h addimezas Loeiz hag Anna Vreizh (1477-1514) e Naoned . Div verc'h o doe:

En 1514 e timezas da Mari Tudor , prinsez a Vro-Saoz (1496-1533), merc'h d'ar roue saoz Herri VII , Kembread a orin, ha da Elesbed Plantagenet ( pe [[Elesbed York]). bugel ebet n'o doe.

Ur mab bastard en doa bet ivez, Michel Bucy , arc'heskob Bourges (1489-1511).

En e raok:
Charlez VIII
Rouaned Bro-C'hall

1498 ? 1515
War e lerc'h:
Fransez Ian