Loeiz VI (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Loeiz VI Bro-C'hall

Loeiz VI , lesanvet Loeiz an Tev, ganet e 1081 ha marvet e 1137 a voe roue Bro-C'hall eus 1108 betek 1137. Mab e oa da Fulup Ian ha da v Bertha Holland , e wreg gentan.

Bugaleaj [ kemman | kemman ar vammenn ]

Start e voe bugaleaj Loeiz VI en abeg da iriennou e vamm-gaer Bertrada Montfort hag a glaskas e gas diwar-dro evit lakaat war an tron unan eus an daou vab he doa bet gant Fulup Ian (Fulup ha Florus).

Ur veaj a reas Loeiz e Bro-Saoz e-pad goanv 1100-1101 e lez ar roue Herri Ian . Bertrada a glaskas tennan gounid eus se evit goulenn digant roue Bro-Saoz derc'hel anezhan prizoniad.

Armet e voe marc'heg en Abbeville d'ar 24 a viz Mae 1098 ha lakaet da her ofisiel war-dro 1099.

Ren [ kemman | kemman ar vammenn ]

Deskrivet eo evel un den krenv ha brezelour ampart met techet da vezan tev ken na oa diaes dezhan kerzhet pa oa 40 vloaz. Sakret e voe en Orleans d'an 3 a viz Eost 1108.

A-hed e ren e stourmas ouzh e wazed evit diskouez e aotrouniezh ha diazezan ar peoc'h.

Gant feur-emglev Gisors e 1113 e rank anavezet aotrouniezh Herri Ian , roue Bro-Saoz, war Breizh .

Daou zen dreist-holl o doe ul levezon bras e-korf ren Loeiz VI : Suger ha Raoul de Vermandois .

Genealogiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1115 ec'h euredas Loeiz VI gant Adelaid Maurienne (pe Adelaid Savoia ), nizez d'ar pab Calixte II. 9 bugel o doe, en o zouez :

  • Fulup (1116-1131)
  • Loeiz (1120-1180)



En e raok:
Fulup Ian
Rouaned Bro-C'hall

1108 ? 1137
War e lerc'h:
Loeiz VII