한국   대만   중국   일본 
Lindt & Sprungli - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Lindt & Sprungli

Eus Wikipedia

Ur farder chokolad a galite Premium a zo eus Lindt & Sprungli AG . E Kilchberg , e kanton Zurich e bro- Suis eman e sez. Labouradegou produin a zo breman e bro-Suis, e bro-Alamagn, e bro-Frans, en Italia, er Stadou-Unanet hag en Aostria.

Savet e oa bet an embregerezh Sprungli e Zurich e 1845 gant al lipouserer David Sprungli-Schwarz. Adprenet e oa bet dornlabouradeg chokolad Rodolf Lindt e Bern e 1899 . Adal neuze e krog ar merk Lindt & Sprungli da vezan anavezetoc'h-anavezetan.

Annezet e oa bet an embregerezh en Oloron-Sainte-Marie (Awkitania) gant Rozan de Mazilly, mestr-chokolad, er bloavezhiou 1920 . Ur madig anvet "Pyreneen" a voe krouet er bloavezhiou da-heul hag a reas brud an embregerezh.

An embregerezh American Russel Stover, ispisializet war ar boestou chokolad, a oa bet prenet gant Lindt e miz Gouere 2014 evit 1,5 miliard dollarou. Kresket eo bet neuze perzh Lindt er marc'had amerikan eus 10%.

N'eo ket nemet plakigou chokolad a vez fardet gant Lindt & Sprungli (en o zouez Lindt Klasel, Lindt Kraonv-kelvez, Lindt Laezh Doubl ha Lindt Laezh Doubl Muesli). Brudet eo ivez evit lieseurted e bralinou.

Mil-brudet eo ar produiou Lindor - ur madig chokolad karget, teuz ha lipous. Pouezusoc'h-pouezusan eo plas ar plakigou chokolad gant ouzhpenn 60% a chokolad pe gant danvez a-vaez bro (pimant ruz da skouer).

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

En XIXvet kantved e teu ur c'hiz nevez eus bro Italia. Savet e vez chokolad war ar stumm solud. Divizout a ra al lipouserer David Sprungli-Schwarz hag e vab Rudolf Sprungli-Amman heulian ar c'hiz en o lipouserezhig e Marktgasse e Zurik e 1845.

Dilojan a zo ret ober dija daou vloavezh diwezhatoc'h, ha dek implijad a zo.

Un eil stal brasoc'h a voe digoret ganto e 1859 . Mervel a ra David e 1862 .

80 implijad a zo e 1880 ha chokolad ha pralinou a vez gwerzhet en ur bern broiou.

War aod kleiz lenn Zurik e voe staliet an embregerezh Chokolad Sprungli AG gant mab henan Rudolf e 1899, Johann Rudolf Sprungli-Schifferli. N'he deus ket finvet dibaoe.

Ul labouradeg chokolad staliet e Bern a voe prenet gant Sprungli AG ar memes bloavezh, asambles gant labouradeg Rodolph Lindt. An div embregerezh o doa kevrinou fardan a servijas da Sprungli AG evit astenn he brud. D'ar mare-se eo e chench anv evit dont da vezan Chokoladefabriken Lindt & Sprungli AG.

Eman produerezh ar chokolad en e bar er bloavezhiou 1920 . An tri-c'hard eus e broduadur a vez ezporzhiet gant Lindt & Sprungli e 20 bro eus ar bed.

Diaes e voe mare an Eil Brezel-bed abalamour da briz enporzhian an danveziou ral ; ar c'hakao hag ar sukr . Ne oa ket gwall ziorroet ar marc'had e bro-Suis ha diaes e oa ezporzhian er bloavezhiou-se.

Tarzhan a ra an niver a c'houlennou evit kaout chokolad goude ar brezel, e-pad an Tregont Vloaz Klodus.