한국   대만   중국   일본 
Leonardo da Vinci - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Leonardo da Vinci

Eus Wikipedia
Marteze emaoc'h o klask ar sonaozour Leonardo Vinci .
Leonardo da Vinci (1452-1519) treset gantan e-unan

Leonardo da Vinci ( Leonardo di ser Piero da Vinci ), ganet e-kichen Vinci d'ar 15 a viz Ebrel 1452 ha marvet en Amboise (Bro-C'hall) d'an 2 a viz Mae 1519 , a oa ul livour italian, kizeller, orfebour, soner, fizikour, skiantour, ijinour mekanikou brezel, tisavour, douarour, mentoniour, steredoniour, kimiour, anatomour, louzawour, ijinour rakwelour, horolajer, keraozer, matematikour ha den a ijin-dreist gant lies barregezhiou.

Ur spered hollvedel a zen e oa Leonardo Da Vinci, arzour, skiantour, ijinour, prederour, tudenn hollvedel hag arouez spered an Azginivelezh, ha marteze unan eus pouezusan tud ar mare-se, hag unan eus ar brasan ijinourien en Istor an denelezh.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Yaouankiz e Firenze [ kemman | kemman ar vammenn ]

An Adorazione dei Magi

Leonardo Da Vinci a voe ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1452, en ur vourc'h vihan e Toskana , e-kichen Vinci. Ur mab bastard d'un noter hag ul labourerez-douar e oa. Tremen a reas e yaouankiz e-kreiz an natur, ar pezh en do ul levezon pouezus-kenan war e vuhez. E stummadur kentan a zo bet roet dezhan e-barzh stal-labour al livour ha kizeller Verrochio etre 1469 ha 1476. E-pad ar prantad-man e teskas Leonardo meur a deknik krouin ha dont a reas a-benn da vestronian teknik ar bellwelad. Adalek ar bloavezhiou 1470 e vez kanet e anv war roll kompagnunezh livourien Firenze . Met ne vez ket kavet kalz eus e oberennou abalamour d'ar fed ma'z a Da Vinci war-raok en un doare gorrek. Livet en deus war dro daou-ugent taolenn met, n'eus bet adkavet nemet pemzek anezho. War an taolennou en deus livet a-raok mont kuit eus Firenze e vez gwelet anat levezon e gelennourien. Gant an Annunciazione e c'haller gwelout un doare tresan asur hag ur vunutded hag ur resisted bras evit ar munudou e-giz ar plantou pe ar savaduriou. War an Adorazione dei Magi , un daolenn chomet diliv (hervez c'hoant Da Vinci war ar zeblant), e zoare ober a zo personeloc'h. Kemer a ra amzer da dresan munudou liesseurt war fasou tudennou an daolenn. Kreiz an daolenn, gant Maria hag ar mabig Jezuz, a zo treset en un doare amsklaer (Leonardo n'en deus ket pouezet kalz war e varr-livan). Damdeuzet int. E giz-se eo en deus ijinet Da Vinci e deknik personel, ar Sfumato .


Milano [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1482 ez eas Da Vinci kuit eus Firenze evit mont da Vilano . Eno e teuas da vezan ijinour milourel Ludovico Sforza , lesanvet "il Moro", dug Milano . War garnedou Leonardo eus ar mare-se, e c'hellomp gwelout ur bern tresadennou diwar-benn mont en dro an natur (neunv ar pesked, nij al laboused, nerzhiou an avel,...) hag an dra-se a ziskouez e prederie kalz war sujedou an natur. C'hoant en doa da rein un displegadur mekanik da zarvoudou an natur. En e garnedou e oa ivez notennou diwar-benn arz ar brezel, ar c'heometriezh hag evel-just brouilhedou eus oberennou arzel da zont. E-pad bloavezhiou ha bloavezhiou, e ijinas brastresou ha planiou savaduriou difenn, krenvaduriou, mekanikou brezel evel kirri-arsailh, tourteriou, ha kement zo. Leonardo Da Vinci a gemeras perzh gant ur strollad ijinourien e difenn Lombardia pa oa taget ar vro gant rouaned Bro-C'hall.

Met ranellder Da Vinci oa ledanoc'h eget e dachenn labour. Dedennet e oa gant nerzhiou an dour hag ar steriou. E Milano hag e Firenze e labouras war raktresou evit dizouran geuniou ha dilerc'hian naoz ar ster Arno . Dre al labour-se e kejas gant Niccolo Machiavelli , ha dont a rejont da vezan mignoned bras. Sachet bepred gant an natur, adkavet e vez kalz a dresadennou a vein, plant, loened...En ur sellout ouzh al laboused, e krogas da ijinan ur mekanik evit nijal. Evitan, korf mab-den a zo aozet gant ur sistem a wirhenvelderiou matematikel ha arzel a zo alc'hwez galloud an arz. Ur menoz boutin da galz a skiantourien en-dro da zug Milano. Setu perak e tremen e amzer o tiskejan korfou tud varv : a-benn sevel tresadennou ha brastresou. E-pad devezhiou ha devezhiou ez eus tu klevout trouziou Leonardo o tidroc'han ar c'horfou ha c'hwezhiou breinadurezh an dud marv. An dra-se a zegaso kudennou dezhan gant beleien Milano. Da Vinci en oa c'hoant aozan un deorienn hollek d'ar bed en e bez. Evitan an arzour a rank bezan hollvedel. E Milano , Leonardo oa ket nemet ur skiantour. Aozan a ra goueliou evit an dug : pezhiou-c'hoari, sonerezh, taniou arvest, ha kement zo. Brudet oa ha deuet oa da vezan arouez dreistelezh Firenze .

War sav-poent al livaduriou, n'en eus ket labouret kement ha pa oa e Firenze. Memestra en eus savet daou benndaolenn: ar Vergine delle Rocce (1483-1486) hag an Ultima Cena , ul livadur mogerel ez eus tu gwelet e Santa Maria delle Grazie e Milano . Livet eo bet etre 1494 ha 1497. Da Vinci en eus dibabet skeudennin ha lakaat war-wel ar perzhiou fromus ha dramael eus ar pennadig amzer e lec'h Jezuz a laras "Unan-bennak diouzhoc'h a drubardo ac'hanon". Ha diouzhtu pa ouzer kement-se e c'heller gwelout mat ha kompren jestrou ha reaktadennou an tudennou ha sklaer e teu da vezan ar gwir leurennan aozet gant Leonardo.

Sant Yann Vadezour gwisket e Bacchus ( 1513 - 1519 ), Pariz , Mirdi al Louvre

Distro da Firenze [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude diskar Sforza ez eas da Vantova , da welet Isabella d'Este hag engouestlet e voe gant Cesare Borgia , ur wech c'hoazh evel ijinour milourel. Distrein a reas da Firenze el lec'h ma labouras e-pad unan eus prantadou frouezhusan e vuhez. Livan a reas Sant'Anna, la Madonna,... , Leda hag ar Gioconda , gwelet evel taolennou barzhel kenan. Goude-se, etre 1503 ha 1506, e labouras war ur raktres ramzel: Emgann Anghiari . Mennozh an oberenn-man a zo degouezhet eus ur bariadenn etre Leonardo ha Michelangelo . An daou arzour, atav oc'h enebin an eil ouzh egile, o doa c'hoant da gevezan da c'houzout piv a vije ar priman oc'h ober an oberenn vravan. Ur mogerlivadur e voe oberenn da Vinci. Eus ar raktres-man, ne chom hiziv nemet tresadennou ha notennou da Vinci. An arzour en deus bet c'hoant da lakaat e pleustr un teknik nevez-ijinet gantan. Met an teknik livan-se en deus dismantret an daolenn: treset en doa an holl skeudennou war ar voger, n'en doa nemet livan anezho. Dibabet en doa lakaat al liviou gant ur seurt dourenn ha sec'hin al liviou ouzh ar voger en ur lakaat tan en he zraon. Met an tan na c'halle ket sec'hin penn-uhelan an daolenn hag al liviou disec'het o deus glebiet ha dismantret an tamm lodenn el lec'h ma oa staget ar skeudenn. Leonardo en doa kollet e bariadenn. Goude an dra-se, ne zeuio ket a-benn d'echuin kalz eus e raktresou. Labourat a ray evit ur bern tud evel ar pab, Giuliano de' Medici , ha kalz a re all. Dre vras e chomo holl labour ar prantad-se e bed e hunvreou. E 1516 e tivizas heulian Fransez I an , roue Bro-C'hall .

Patromou ha planou da Vinci

E varv e Bro-Chall [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gian Giacomo Caprotti, livet gant Leonardo. Serc'heg Leonardo e oa Caprotti.

Ar roue gall a brofas dezhan kastell Clos-Luce e kichen Amboise . Ar roue a zo levezonet gant an arzour italian, gwelet gantan evel un tad ha n'eo ket unan speredel hepken. Labourat a reas war raktresou evel savidigezh ur c'hastell, ardivinkou a bep seurt. Fin e vuhez a dremenas er peoc'h dre ma n'en doa ket da glask labour digant un aotrou bennak. Tremen a rae kalz a amzer oc'h urzhian e baperiou hag e notennou rak gouzout a rae mat e oa tost ar marv. D'an 2 a viz Mae 1519 e varvas goude un hir a glenved, 67 vloaz oa gantan. Hervez ar vojenn e varvas etre daouarn Fransez 1 an . Holl labouriou Leonardo a vo kemeret e karg gant an arzourien yaouank a heulie anezhan evel Melzi pe Caprotti. Bez' e oa 50 000 pajennad a notennou skrivet gant da Vinci. Met kollet ha dasparzhet int bet gant Caprotti. Hiziv n'eus bet adkavet nemet un 13 000 anezho, miret e Roma, er Vatikan evit ar pep brasan anezho.

Raktresou Da Vinci [ kemman | kemman ar vammenn ]

Labouriou war an Arno [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abaoe ur c'hantved, tudou ker Firenze o doa raktreset sevel ur c'hanol war-zu ar mor mor a-benn krenvaat o renk war sav-poent an armerzh hag ar c'honvers. Red ar ster oa re ziaes da vageal evit bigi a vent bras a-walc'h. Evel-just, da Leonardo eo, eo bet goulennet labouraat war ar raktres. E-pad mizou, Da Vinci a veajo war maeziou Firenze, en ur studial an douar, ar mein, ar plant, a-benn sevel planiou evit kavout al lec'h mat evit ar c'hanol. Adkavet e vez roudou e labour war e zornskridou ar prantad-man. Evit tremen ode ar Serravalled, Da Vinci a ginnig toullan ur riboul e barzh ar menez. Dibabet en oa un dachenn, al lec'h resis e lec'h ma dremen un hent-tizh hiziv an deiz! Graet en oa an holl jedadennou, eus muzuliou ar savidigezh betek goprou bemdeziek an implijidi. Morse ne voe lakaet ar raktres e pleustr. Met e 1503, e vignon Machiavelli a adkemeras ar menoz a-benn dibourvezan ker Pisa eus he zour e-keit ma vo Firenze oc'h ober ur seziz. Kinnig a reas dilerc'hian naoz an Arno a-benn ma ne vije ket tu da Bisa bezan liammet ouzh ar mor. Engouestlet eo bet Da Vinci evel ijinour ha kuzulier. Ret e vo, hervezan, sevel ur ganol 12 km a hirder, 18 metrad ledander ha 6 metrad donder. Un oberenn ramzel a vo ret dezhan dilezel abalamour ma veze taget alies kenan an tachennou labour gant soudarded Pisa .

Ur pont er c'horn aour [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1502 a gasas ar sultan Bayezid II , ma rene war an Impalaeriezh otoman , ur c'hannad da Roma a-benn engouestlan un ijinour a vefe gouest da sevel ur pont e mein etre Istanbul ha Pera (war strizh-mor ar Bosfor)! Pa glevas kement-se e stagas Da Vinci da brederian. Goude ur prantadig e resevas ar sultan ul lizher eus an ijinour italian. E-barzh al lizher, e lare, gant kalz a loc'h ennan, bezan gouest sevel ar pont met ouzhpenn da-se milinou a nerzh avel ha pompou ardivink evit dizouran ar bigi hag al lec'hiou re c'hleb. Kinnig a ra un dra ramzel evit ar prantad istorel-man: sevel ar pont diazezet war ur wareg nemetken hag a rafe 350 metrad a uhelder, gant 240 metrad a-us an dour ! El lizher e skrivas e vefe tu d'ur vag difarlet holl he c'houeliou tremen dindan, forzh peseurt ment e vefe ar vag. Met endro Bajazet a oa a-enep ar raktres engouestlan un ijinour ne vefe ket muzulman pe eus ar vro. N'eo ket bet adkavet al lizher, nemet an droidigezh e turkeg . Un nebeud bloavezhiou zo e tiskouezas un ijinour eus Bro-Suis e oa posupl lakaat raktres Da Vinci er pleustr.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Martin Clayton, Ron Philo, Christine Piot : Leonard de Vinci, anatomiste , Actes Sud, 2019 ( ISBN 978-2-330-10642-3 )

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]