한국   대만   중국   일본 
Lejion a enor (Bro-C'hall) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Lejion a enor (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia

Meur a Lejion a enor a zo. Kit da welout ar pennad Lejion a enor .

An diktatour Napoleon Bonaparte a ro ar c'hentan medalennou eus al lejion a enor, d'ar 14 a viz Gouere 1804 , gant al liver Jean-Baptiste Debret

Al Lejion a enor , pe Urzh broadel al Lejion a enor ( L'ordre national de la Legion d'honneur e galleg) zo un urzh c'hall, krouet gant Napoleone Buonaparte , pa oa kentan konsul ar republik c'hall , d'an 19 a viz Mae 1802 .

Enor ha Mammvro ( Honneur et Patrie ) eo ger-stur an urzh. Eman sez an urzh e Pariz , e Palez al lejion a enor , war glann gleiz ar ster Saena .

Krouet e oa bet evit ar soudarded o doa diskouezet ampartiz, pe graet taoliou-kaer. Er C'hentan kantved warn-ugent e vez roet da anavezout hag enorin perzhiou mat ha dibar an dud war forzh peseurt tachenn diwar intrudu ar Stad C'hall.

Kavout a reer pemp seurt izili : tri rez (marc'heg, ofisour ha komandour) ha div dinded (ofisour meur, "grand officier", ha kroaz veur, "grand'croix").

Staliet eo kansellerezh veur an urzh en Otel a Salm, e 7vet arondisamant Pariz .

Mestr meur an urzh eo Prezidant ar Republik C'hall dre leunwir.

Arroudennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Napoleone Buonaparte  : "On appelle cela "des hochets" ; Eh bien, c'est avec des hochets qu'on mene les hommes."

Kroaz vras al Lejion a enor bet roet da Tchang Kai-chek .