Leila Lopes

Eus Wikipedia
Leila Lopes

Leila Lopes (ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1986) zo ur vaouez eus Angola gounezet ganti kenstrivadegou kened. Bet eo Miss Angola e 2010 ha Miss Hollved e 2011.

Ganet eo bet Leila Lopes e provins Benguela en ur familh a-orin eus ar C'hab Glas . Dilennet e voe Miss Angola UK e miz Here 2010 pa oa studierez e Breizh-Veur . Daou viz goude e voe dilennet Miss Angola e Luanda . D'an 12 a viz Gwengolo 2011 e voe dilennet Miss Hollved e Sao Paulo e Brazil . Ar wech kentan e voe d'un Angoladez gwiskan ar gurunenn-se abaoe ma vez aozet ar genstrivadeg-se. Leila Lopes eo ar pedervet maouez eus Afrika dilennet da Viss Hollved, war-lerc'h Margaret Gardiner ( Suafrika , 1978), Michelle McLean ( Namibia , 1992) ha Mpule Kwelagobe ( Botswana , 1999).