Le Telegramme

Eus Wikipedia

Le Telegramme (pe "An Telegramm" e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek vreizhat e galleg, graet e Montroulez . Skignet e vez e Penn-ar-Bed dreist-holl, hag ivez en Aodou-an-Arvor , er Mor-Bihan hag e Bro-Sant-Malou .

Anv hag istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Talvezout a ra he anv kement hag “ar pellskrid”. A-raok hag e-pad ar brezel e oa anvet La Depeche de Brest et de l'Ouest . Savet e oa bet La Depeche e 1866 hag aet eo da get e 1944 . Goude bombezadeg Brest gant ar re gevredidi e voe kaset ar gelaouenn da Vontroulez e 1941. E miz Gwengolo 1944 e voe difennet embann anezhi dre m'he doa kemeret perzh er c'henlabour gant ar melestradur nazi ha kemmet e voe da heul se hec'h anv a-benn lakaat hini "Le Telegramme de Brest et de l'Ouest" (“Pellskrid Brest hag ar C'hornog"). "Adgrouet" e voe ar gelaouenn d'an 18 a viz Gwengolo 1944, hag eizh kazetenner a oa d'ar poent-se.

D'ar 25 a viz Ebrel 1968 eo bet embannet ar skouerenn gentan e liv. Kroget o deus gant al lec'hienn internet letelegramme.com e 1996. Krouet eo bet Le Telegramme-Dimanche (ar skouerenn evit ar sul) e 1998.

A-wechou e vez anvet An Telegramm e brezhoneg, hag An Telebramm dre fent.

Ar gazetenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Perc'hennet eo gant an tiegezh Coudurier. Ur 600 bennak a dud a labour eno, en o zouez ouzhpenn 200 kelaouenner. Embannet e vez 208 000 skouerenn anezhi bemdez Pegoulz? . Lennet e vez ar gelaouenn gant 570 000 den pe war-dro Pegoulz? . An Telegramme a zo kevezer gwirion diwezhan Ouest-France e kornog Breizh . Unan eus kelaouennou nemetan Frans gant ur c'hresk eus ar skignerezh war ar pemp bloaz tremenet eo ivez (kresk gwellan ar c'hazetennou e 2004, 2005, 2006, 2007 ha 2008 Mammenn? ).

Resevet en deus an Telegramm ar priz "Pemdezieg gwellan 2009" d'ar 15 a viz Even 2009 . En 8 vet renk eus ar pemdeziegou eo e Frans. D'ar 15 a viz Here 2009 eo bet embannet an 20 000 vet niverenn eus ar gazetenn, evit lidan he 65 bloaz [1] .

Linenn stur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Keleier hag a denn d'al Liger-Atlantel a gaver a-wechou er pajennou Breizh , er c'hontrol da Ouest-France ( Daveou a vank ) .

Brezhoneg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ouzhpenn ar pajennou lec'hel, rannvroel, broadel hag etrevroadel e vez roet en Telegramm un tamm plas d'ar yezh. Bep Yaou e vez ur bajenn vrezhonek, anvet Spered ar vro .

Embannaduriou lec'hel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Breizhad ar bloaz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bep bloaz e vez roet ar priz " Breizhad ar bloaz " gant an Telegramme diwar vot al lennerien.

Degouezhennig [ kemman | kemman ar vammenn ]

Le Telegramme de Brest a zo ivez titl ur ganaouenn gant ar Wampas .

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]