Lansana Conte

Eus Wikipedia
Lansana Conte e 2001

Lansana Conte (war-dro 1934 - 22 a viz Kerzu 2008) a oa ur soudard hag ur politikour eus Ginea ha prezidant ar vro adalek 1984 betek e varv e 2008.

E 1955 ec'h enrollas en arme gall ha kemer perzh e brezel Aljeria . Goude dizalc'hiezh Ginea e soutenas renad diktatourel Ahmed Sekou Toure . Goude marv heman e 1984 e kemeras perzh en un taol-Stad a lakaas anezhan e penn ar vro. Diazezan a reas ur Vonreizh nevez ha dilennet e voe e 1993, 1998 ha 2003 e-kerzh dilennadegou amreizh hervez e eneberien.