한국   대만   중국   일본 
Leman - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Leman

Eus Wikipedia
Evit al lenn ? Lenn Leman ?, gwelet aman .

Leman a oa anv unan eus an tri departamant gall a voe krouet e Suis e 1798, pa voe aloubet Republik Geneva gant ar C'hallaoued. E departamant Leman e oa ivez pastellou a oa bet tennet diouzh departamantou all : ar Mont-Blanc hag an Ain (trowardroiou Gex ). Geneva e oa ar pennlec'h.

Rannet e oa an departamant etre tri arondisamant  : Geneva, Bonneville ha Thonon-les-Bains .

War-lerc'h faezhidigezh Napoleon Bonaparte e 1815 e teuas al lodenn eus an departamant a oa bet republik Geneva da vezan ur c'hanton eus Suis, Kanton Geneva , hag al lodennou a oa bet e Savoia a voe rentet da Rouantelezh Sardigna . An tamm douar en-dro da Gex a voe staget en-dro ouzh departamant an Ain .