한국   대만   중국   일본 
Kumun c'hall - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kumun c'hall

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
kumun eus Frans
seurt rann velestradurel e Frans
Rann eus arondisamant Bro-C'hall , diazezadur publik a genlabour etrekumunel   Kemmañ
Deiziad krouin 1789   Kemmañ
Stad Frans   Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant maer   Kemmañ
Applies to jurisdiction Frans   Kemmañ
Isrannou fraction cantonale , delegated commune   Kemmañ
Foundational text Article 72 of the Constitution of the Fifth French Republic   Kemmañ
Erlec'hian a ra Q121338772   Kemmañ

Ar gumun eo bihanan rann ar melestradur tiriadel e Bro-C'hall  ; 36 699 a gumuniou zo e 2014 [1] goude m'eo deuet Mayotte da vezan un departamant gall d'an 31 a viz Meurzh 2011 , pa'z eus 8 072 kumun en Italia d'ar 1 an a viz Genver 2014 [2] .

Anviou nes d'ar ger "kumun" a zo roet e broiou all (Alamagn, Beljia). ( Daveou a vank ) Er broiou ma vez komzet ur yezh a orin latin e vez graet gant geriou tennet diwar al latin municipium . ( Daveou a vank )

Bihanan rann velestradurel gall eo bihan he gorread keitat e-kenver re ar broiou all. Meret e vez gant ur c'huzul-ker hag ur maer en e benn.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouet e voe ar c'humuniou diwar al lezenn votet d'an 11 a viz Du 1790 . Re ar parreziou kozh eo harzou ar c'humuniou dre vras, met un darn vat zo bet krouet diwar ur patrom all :

  • adstagan parreziou pa oa un iliz hepken e vit meur a barrez, e geriou seziou un eskopti , ma oa un iliz-veur enni, da skouer ;
  • distagan diouzh ar parreziou kevrennou o doa ur chapel hag un tolpadig keriou war he zro. E Breizh e veze graet treviou eus an tolpadigou keriou-se.

Er raktres kentan e oa bet kinniget ma vije savet kumuniou bras karrez 6 lev o ment, da lavaret eo war-dro 24 km .

An anv gall commune a zeu eus an emvodou bourc'hizien a oa bet aotreet gant ar galloudou (roueed, eskibien, aotrounez) e keriou 'zo evit ar meran armerzhel ha surentel.

Aozadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dastumet eo an testennou koulz lezennel ha reolel e Kod hollek ar strollegezhiou tiriadel ( Code general des collectivites territoriales - CGCT) a zo bet embannet e 2000 .

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

Renk Kumun Poblans (2009)
1 Pariz 2 234 105
2 Marseille 850 602
3 Lyon 479 803
4 Toulouse 440 204
5 Nice 340 735
6 Naoned 282 047
7 Strasbourg 271 708
8 Montpellier 255 080
9 Bourdel 236 725
10 Lille 226 827
11 Roazhon 206 604
12 Reims 180 842

Mammenn: INSEE 2012. .

E Bro-C'hall vrovennat ez eo 423 annezad poblans keitad ar c'humuniou, pa'z eo 11 265 e Belgia , 5 505 e Spagn ha 2 343 en Italia  ; 1 708 eo an niver evit Bro-C'hall a-bezh.

E 2012, e Bro-C'hall vrobennat, 31 590 kumun a oa nebeutoc'h eget 2 000 annezad enno (25,2 % eus poblan ar Stad), 4 087 a oa etre 2 000 ha 10 000 annezad enno (26,5 %), 777 etre 10 000 ha 50 000 annezad enno (25,2 %), 103 etre 50 000 ha 200 000 annezad (13,8 %), 11 muioc'h eget 200 000 annezad enno (9,3 %). Tremen 10 000 kumun zo poblet gant nebeutoc'h eget 209 den.

Pariz eo ar gumun bobletan, gant 223 4105 annezad. Levallois-Perret ( Hauts-de-Seine ) eo an hini gant ar stankter uhelan, 26 213 annezad/km², pa'z eus 6,2 annezad/km² e Saintes-Maries-de-la-Mer ( Bouches-du-Rhone ).

C'hwec'h kumun peurzistrujet e-kerzh Emgann Verdun (1916) ne voent biskoazh adsavet, ha n'eus annezad ebet enno : Beaumont-en-Verdunois , Bezonvaux , Cumieres-le-Mort-Homme , Fleury-devant-Douaumont , Haumont-pres-Samogneux ha Louvemont-Cote-du-Poivre . Kumuniou ≪ marv evit Bro-C'hall ≫ eo o statud ; pep hini anezho zo meret gant ur c'huzul-ker tri den ennan, a zo anvet gant prefed departamant ar Meuse .

Un den hepken zo o chom e Rochefourchat ( Drome ) (2015).
Daou zen zo o chom e Majastres ( Alpes-de-Haute-Provence ) (2013).
Tri den zo e Lemenil-Mitry ( Meurthe-et-Moselle ) (2013).
Pevar den zo en Aulan (Drome), pevar ivez en Ornes (Meuse).
Pemp annezad zo e Baren ( Haute-Garonne ).

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]