한국   대만   중국   일본 
Kornegenn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kornegenn

Eus Wikipedia
kornegenn
Iskevrennad eus viennerezh , gwastell   Kemmañ
Anv er yezh a orin croissant   Kemmañ
Anvet diwar kreskenn   Kemmañ
Bro orin Frans   Kemmañ
Stumm kreskenn   Kemmañ
Course lein   Kemmañ
Arouezenn Unicode ??   Kemmañ


Ar c'hornegennou pe bara kornek zo kouignou e stumm ur greskenn graet gant toaz ennan goell hag amann . Krouet e voent e 1683 gant baraerien aostrian eus Vienna evit lidan an trec'h war an Impalaeriezh Otoman .

Istor ar gornegenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur gornegenn.

Ur grouidigezh aostrian... [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1683 eo lakaet ar seziz war Vienna gant an Durked. Gervel a ra Adam Spiel, baraer anezhan (un den savet abred eta), an evezh war un argad da skleur an deiz gant an dagerien otoman, ar pezh a lak Vienniz da vountan anezho kuit. Evit lidan an trec'h-se ez eus ijinet gant baraerien ar ger ur gouign e stumm ur greskenn evel hini an Otomaned : ar gornegenn.

Er Grennamzer e oa en Europa ur gouign e stumm ur greskenn loar. "Henvamm" eo d'ar gouign a-vreman a gaver en Europa kreiz hag ar Reter, ar c'hifli , met n'eo ket liammet ouzh ar gornegenn ijinet e Vienna peogwir ne vez ket fardet gant ar memes toaz.

... adkemeret gant ar C'hallaoued [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1837 e voe digoret ur stal anvet Boulangerie viennoise er 92 straed Richelieu e Pariz gant daou Aostrian, August Zang hag Ernest Schwarzer, ha gwerzhet e veze kornegennou ganto. Berzh a reas ar c'houignou nevez-se ha kalz pastezerien a reas diouzh skouer an daou embreger.

E galleg e vez graet "croissant" anezhi, ur ger ha n'eo meneget er geriaduriou nemet abaoe 1863. Ar rekipe kentan a voe embannet e 1891. Chench a reas ar rekipe e 1905 evit toaz feilhennet , rak a-raok e veze graet gant toaz tost ouzh hini ar brioch . Ne reas berzh ar rekipe nevez-se nemet er bloavezhiou 1920 avat. E 1938 e voe meneget ar gornegenn el "Larousse gastronomique" evit ar wech kentan. Adalek ar bloavezhiou 1950 ez eus kaoz eus kornegennou da lein . A-benn ar fin e oa deuet da vezan gwelet evel un "hengoun" eus keginerezh Bro-C'hall e-kerzh an eil lodenn eus an XX vet kantved hepken.

Ar c'hornegennou hiziv hon deiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diabarzh ur gornegenn.

Kavet e vezont er bed a-bezh breman, e staliou a bep seurt. Pep stal-vara e Frans a werzh kornegennou, met ar gourmarc'hadou ivez a ginnig kornegennou, en o zouez re gourskornet da boazhan er ger. Ouzhpenn 80% eus ar c'hornegennou hag ar viennerezhiou gwerzhet er staliou-bara hengounel a vefe produiou greantel gourskornet [1] .

Kinniget e vez a-wechou kornegennou gant boued sall : morzhed-hoc'h, keuz...

Ar vouedourien ne aliont ket debrin re anezho rak kalz lipidou zo enno (20 % a zanvez druz) [2] .

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]