한국   대만   중국   일본 
Kevredigezh ar Broadou - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kevredigezh ar Broadou

Eus Wikipedia
Kevredigezh ar Broadou
intergovernmental organization , Aozadur etrebroadel
Tachenn obererezhiou activities of other membership organisations n.e.c.   Kemmañ
Deiziad krouin 1919   Kemmañ
Anv ofisiel League of Nations , Societe des Nations   Kemmañ
Diellaouet gant La contemporaine   Kemmañ
Den e penn an aozadur Secretary-General of the League of Nations   Kemmañ
Prezidant Eric Drummond, 16th Earl of Perth , Joseph Louis Anne Avenol , Sean Lester   Kemmañ
General secretary Eric Drummond, 16th Earl of Perth , Joseph Louis Anne Avenol , Sean Lester   Kemmañ
Yezh ofisiel saozneg , galleg   Kemmañ
Stad Suis   Kemmañ
Ideologiezh politikel internationalism   Kemmañ
Isaozadur Women's Advisory Council, League of Nations , Permanent Court of International Justice , International Labour Organization   Kemmañ
Sez sokial palais Wilson , Palace of Nations   Kemmañ
Erlec'hiet gant Aozadur ar Broadou Unanet   Kemmañ
Bet kinniget evit Priz Nobel ar Peoc'h   Kemmañ
Deiziad divodadur 18 Ebr 1946 , 20 Ebr 1946   Kemmañ
Banniel Kevredigezh ar Broadou.
Kevredigezh ar Broadou hag ar broiou ezel anezhi.

Kevredigezh ar Broadou [1] (SDN pe SdN [2] ) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul Feur-emglev Versailhez e 1919 , savet e-unan e-pad Kuzuliadeg peoc'h Pariz , da warezin ar peoc'h en Europa goude ar Brezel-bed kentan .

Paliou an SdN a oa an dizarman, mirout ouzh ar brezeliou a-drugarez da bennaenn ar surentez voutin , diskoulman an dizemgleviou dre zivizou etre ar c'hostezennou ha dre wellaat kalite ar vuhez .

Emedo e sez e Geneve , er Palez Wilson ha goude e Palez ar Broadou [3] , ha kemeret e oa he lerc'h e 1945 gant Aozadur ar Broadou Unanet .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

An hini en doa atizet ar Stadou all da sevel an SdN e oa prezidant ar Stadou-Unanet , Woodrow Wilson , bet kelenner war skiantou ar politikerezh e Princeton .

Hervez e ziefennadur e oa an diplomatiezhkuzh pennkaoz d'ar Brezel-bed kentan ha ret e oa da Gevredigezh ar Broadou stourm outi. 14 vet mellad Wilson a oa eta diazez Kevredigezh ar Broadou. Koulskoude e votas sened ar Stadou-Unanet a-enep ma teufe o bro da vezan ezel eus Kevredigezh ar Broadou abalamour ma nac'he peurwiriekaat skrid-emglev Versailhez hag ar Stadou-Unanet ne voent ket ezel anezhi morse. Etre an daou vrezel e oa kuitaet an SDN gant an URSS , an Alamagn nazi , Impalaeriezh Bro-Japan (e 1933) hag Italia (e 1937). Paul Hymans a zeuas da vezan he c'hentan Prezidant e 1920.

Emzalc'h broiou zo [ kemman | kemman ar vammenn ]

Setu perak e oa bet gwelet broiou o kuitaat an aozadur :

  • Brazil e 1926,
  • Japan, a oa bet displijet gant ar binijenn roet dezhi goude bezan aloubet Mandchouria, e 1932.
  • Italia, goude bezan tremenet hebiou ar pinijennou he doa bet abalamour da vrezel Etiopia
  • Kenkent ha 1933 e tilezas Alamagn Hitler an SDN.

Ne c’hellas ket an SDN mont :

  • a ene pan adarman en Alamagn e 1934,
  • nag a enep an adsoudardan e Rheinland e 1936,
  • nag a enep an Anschluss e 1938, hag a stage Aostria da Alamagn;
  • a enep diskar Tchekoslovakia goude emglev Munchen.

E 1939, ne c’hellas ket stourm ouzh enkadenn Dantzig ha gasas d’an Eil Brezel Bed. Goude-se ez a kuit Bro Spagn hag URSS eus an SDN. Da heul ar c’hwitadennou se e voe divodet an SDN e miz Ebrel 1946.

C'hwitadenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sellet e vez ouzh an SdN evel ur c'hwitadenn. Ar Stadou-Unanet n'int ezel anezhi ha n'he deus ket nerzhiou armet dezhi hec'h-unan hag abalamour da se ne zeu ket a-benn da lakaat brezel Spagn da baouez ha kresk an naziegezh a zegasas an Eil Brezel-bed .

Daoust ma he deus gallet diskoulman un nebeud kudennou (hini an inizi Aland da skouer) , he deus c’hwitet an SDN peogwir n’eo ket deuet a-benn da enebin ouzh ar broiou bras (Italia, Japan, Alamagn, URSS…) a zo bet pennkaoz d’an Eil Brezel Bed .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Kevredigezh ar broadou, Istor, Trede klask , Eil derez Diwan p 26
  2. implijet e vez an daou : SDN sur le site de l’ONU , SDN war lec'hienn an atilf , SdN ha SDN war droitshumains.org , SdN e diellou ofis ar Broadou-Unanet e Geneve
  3. Palez ar Broadou gweladenn eus Palez ar Broadou war ar gwiad