Kevredigezh Vroadel Breizh
Kevredigez Broadel Breiz
(
URB
) a oa ur
strollad politikel
rannvroelour
krouet d'ar
16 a viz Eost
1898
e
Montroulez
(Treger - Penn-ar-Bed) anvet
U
nion
R
egionaliste
B
retonne e
galleg
ivez.
Ar c'hentan strollad rannvroelour a oa krouet e
Breizh
zo anezhan. Mirour e oa e vennozhiou. Diskouez a reas ar
youl
o deus bet ul lodenn eus ar Vretoned -
bourc'hizien
ha
tudjentil
anezhe dreist-holl - da gaout ul
levezon
brasoc'h war dachenn an
armerzh
, ar velestradurezh hag ar
sevenadur
.
Er vodadeg diazez kentan e
Montroulez
, da-heul goueliou breizhek, ez eas
Anatol ar Braz
da brezidant war un dro gant
Markiz an Estourbeillon
.
Fransez Vallee
a oa lakaet da brezidant ar gevrenn "Yezh ha lennegezh vrezhonek" asambles gant
Fransez Jaffrennou
(Taldir) aet da sekretour.
Loeiz Tiercelin
a oa gant
Charlez ar Govig
hag
Anatol ar Braz
, unan eus izili kentan Kevredigez Broadel Breiz. Kavout a reer e-touez an
izili
o deus harpet ar strollad ar
gannaded
Alberzh Mun
,
Regis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache
, ar barzh
Yann ar Fusteg
, ar
yezhoniour
ha yezhadurour
Fransez Vallee
, ar
sonaozour
Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray
, ar c'haner
Theodore Botrel
, al lenneg
Reun Kerviler
,
Guy Ropartz
,
Emile Hamonic
...
Evel ma oa bras pouez an
noblans
hag ar gloer er strollad nevez, lod eus e izili ne'n em sentas ket en e vleud ha sevel a rejont e
1899
an
Association des Bleus de Bretagne
.
Yann-Vari Degignet
a skriv e
Memoires d'un paysan bas-breton
(embannet gant
An Here
) : ≪ Bezan zo koulskoude ar gevredigezh brudet-se anvet rannvroelour breizhat, a ya d'he ober tudjentil a saroiou du, na fell ket dezho kaout korkerien en o zouez, ar re-se a c'hwezh re fall. Lezel a reont ar reuzeudien e dorn ar bersoned hag eus ar sunerien all (…) Met ar rannvroelourien-hont, zo ar Braz, ar jezuit hag al laer zo anezhan, prezidant warne … ≫
[1]
Yann Fouere
a voe e vesprezidant etre
1939
ha
1945
. Lod eus e izili a voe ezel eus
Sao Breiz
, Bretoned ar
France libre
, adalek
1940
evit lod.
Embannet ez eus bet ur
gelaouenn
renet gant markiz an Estourbeillon eus
1902
da
1943
. Paouez a reas da zont er-maez e-doug ar
Brezel bed kentan
avat rak ar pep brasan eus an dud a gemere perzh enni a oa war an
talbenn
.
Da-heul unan eus emvodou an URB e voe krouet
Goursez Vreizh
d'an
31 a viz Eost
1900
e
Gwengamp
. Un anv-barzh a oa bet roet d'ar re o doa bet lakaet evel Barzhed gant Gorsedd Enez Vreizh hag an dud nevez deuet a voe anvet evel Barzhed (ar skrivagnerien) pe Oviz (ar re all) gant Drouiz Meur Breizh,
Yann ar Fusteg
. Harpan a rae izili ar C'hoursez holl an obererezhiou a-du gant sevenadur ar vro e kevrennou an URB, pe er C'hoursez. Evel-se e voe krouet
Ti Kaniri Breiz
.
E
1911
, goude ma voe addilennet Regis de l'Estoureillon e-tal
Jos Parker
e renas heman diwezhan un disrann. Ur miz goude e voe krouet e
Roazhon
Unvaniez Arvor
a oa hec'h anv gallek hini ar
Federation regionaliste de Bretagne
. Asambles gant Jos Parker, prezidant, e voe savet ar c'huzul-ren ,
Andre Mellac
,
Leon Le Berre
,
Joseph Duchauchix
,
Jean Choleau
,
Fransez Vallee
ha
Loeiz Herrieu
. Kavout a rae dezho e oa tudjentiled hag tud virour ar KBB o lakaat un harz d'an araokaat. Darn vras Barzhed ar Goursez ha kalz a dud o doa micheriou kefredel en em vodas er gevredigezh bolitikel nevez.
- Almanak kevredigez broadus breiz
. Simon - Rennes.
1910
.
- ASSOCIATION BRETONNE ET UNION REGIONALISTE BRETONNE. Comptes rendus, proces-verbaux, memoires. Congres du 150e anniversaire a Rennes,
1993
. Roazhon,
1994
.
- ↑
≪ Il y a cependant cette fameuse societe dite regionaliste bretonne, toute composee de nobles et de tonsures, qui ne veut pas de gueux dans son sein, ceux-la sentent trop mauvais. Ils laissent ces miserables entre les mains des cures et autres exploiteurs (…) Mais ces regionalistes, dont le jesuite et voleur Le Braz est le president… ≫
Histoire de ma vie
, l'integrale des memoires d'un paysan bas-breton, Jean-Marie Deguignet,
Speied
, 2001, p. 527