한국   대만   중국   일본 
Kechuaeg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kechuaeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ketchwaeg )
Kechuaeg
( Runa Simi )
Perzhiou
Komzet e : Perou , Bolivia , Ekwador , Chile , Arc'hantina , Kolombia
Rannved : Andou
Komzet gant : 14 000 000
Renkadur : 83
Familh-yezh  : Yezhou kechuaek

  Kechuaeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel  e : Bolivia , Perou , Kolombia
Akademiezh : Academia Mayor de la Lengua Quechua
Kodou ar yezh
ISO 639-1 qu
ISO 639-2 que
ISO 639-3
Kod SIL QUE
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh .

Ur yezh komzet e Suamerika eo ar c'hechuaeg (kechuaeg: runa simi ; runa , "pobl" + simi , "genou; komz"). Peurliesan e vez renket e-touez ar yezhou aymarek met n'eo ket ken sklaer-se al liamm-familh-se.

Gwechall-kozh e veze anezhi yezh Impalaeriezh an Inkaed hag hiziv e vez komzet c'hoazh e meur a doare tost pe dostoc'h gant tro-dro da 9.6 milion a vammyezherien ha 4 milion a dud all e su Kolombia hag Ecuador , e Perou hag e Bolivia a-bezh, e gwalarn Arc'hantina hag e norzh Chile . E-touez an holl yezhou komzet gant poblou orin Amerika eo ar c'hechuaeg an hini gant ar muian a dud a ra ganti.

Div rannyezh pennan zo :

Kechuaeg I pe waywacheg ( waywash ) komzet e kreiz Perou. Dishenvel-tre e c'hell bezan pep yezh er skourr-man an eil diouzh eben.

Kechuaeg II pe wanpouneg ( wanp'una ), isrannet d'he zro e tri skourr: Kechuaeg younkayek (lec'hiou zo eus Perou); Kechuaeg an norzh ( quichua pe runa shimi ) (dreist-holl e Kolombia hag Ecuador); Kechuaeg ar su (Perou, Bolivia, Arc'hantina ha Chile). Homan eo an doare-yezh pouezusan dre m'eman komzet gant ar muian a dud hag a-drugarez da live sevenadurel an dud a ra gantan.

Tost da 30% eus an holl c'heriou implijet er c'hechuaeg a-vreman a zeu eus ar spagnoleg ha ken don eo bet levezon ar yezh-se warni ma'z eo bet degemeret ganti fonemennou estren ( f, b, d, g).


Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]