한국   대만   중국   일본 
Katelin Siena - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Katelin Siena

Eus Wikipedia
Katelin Siena
Libro della divina dottrina , c . 1475

Caterina Benincasa , anavezetoc'h evel Caterina da Siena ( Katelin Siena ha Santez Katell e brezhoneg), bet ganet e ker Siena e Toskana en Italia d'ar 25 a viz Meurzh 1347 ha marvet e Roma d'an 29 a viz Ebrel 1380 , a oa ul leanez italian anvet da santez e 1461 .

Ezel e oa eus trede urzh Sant Dominig . Difennourez ar babelezh eo bet a-hed he buhez da vare Skism Meur ar C'hornog ( 1378 - 1417 ).
Levezon he deus bet war ar bibien Gregor XI hag Urban VI . Meur a wech eo bet kannadez evit ker Firenze pe evit ar pab.
Savet he deus oberennou a zoueoniezh ha skridou kevrinek hag o deus bet ul levezon vras war an danvez-se. Gwelet int evel pennoberennou eus lennegezh italianek ar mare.

Maeronez ar gazetennerien ha tud ar media eo. Lidet e vez d'an 29 a viz Ebrel.
Anvet eo bet da vaeronez ker Roma e 1866 gant Pi IX , ha da vaeronez Italia e 1939 gant Pi XII .
Laket eo bet da "zoktorez an Iliz" e 1970 gant Paol VI , war un dro gant Tereza a Avila .
Anvet eo bet da vaeronez Europa gant Yann-Baol II e 1999 .

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre gomz e save hec'h oberennou rak ne ouie ket skrivan. Miret ez eus bet 381 lizher, d'ar pab peurgetket, 26 pedenn hag hec'h oberenn veur : Libro della divina dottrina , anavezet evel Dialogo della Provvidenza ("Levr Kelennadurezh Doue" pe "Diviz ar Ragevezh", 1378 ).